An danevell : ur bleustradenn nemetken ?

Re alies e klever ez eo aesoc’h skrivañ danevelloù eget romantoù, peogwir eo berroc’h. Met dont a-benn da skrivañ un danevell wir n’eo ket ken anat-se, ha pa c’hallfe bezañ, evit danvez skrivagnerien.ezed, ur bleustradenn a zegas kalz a skiant-prenet evit mont davet ar romant. Mistri veur an danevell a zo e-touez ar skrivagnerien wellañ dre ar bed a-bezh : Edgar Allan Poe, Maupassant, Raymond Carver, Frank O’ Connor, Edna O’Brien, Claire Keegan, Tchekov, Gogol, Inoue, Mariana Enriquez… Ha sur-mat hoc’h eus klevet anv eus Jakez Riou, Ronan Huon, Per Denez…

An hini Drouk

En istorioù e kaver alies an enebiezh Mad/Droug, Drouk/Jentil. Un dudenn zrouk a zo ouzhpenn an hini a ra droug d’an dud, evel-just. Pa ne vez ket an hini drouk ar benndudenn e vezer techet da lakaat (betek re ?) an evezh war an haroz.ez ha diskouez pegen dellezek eo eus ar statud-se. Met petra ‘vefe an haroz.ez hep an hini drouk ? Ken pouezus all eo, neuze, kemer un tamm amzer evit krouiñ un dudenn glok, unan drouk... dellezek d’ho haroz.ez !

Steuñv ar romant : ur redi?

Ha trawalc’h eo din kaout ur mennozh divoutin evit skrivañ ur romant ? Skrivañ a zo un istor a ijin, ar steuñv zo graet evit ar re n’o deus ijin ebet ! Pe er c’hontrol : ar re a labour hep steuñv a zo tud foutouilhek ha ken dizurzh eo o skridoù, na penn na lost gante! Klask a ra skipailh Al Liamm reiñ un ali d’an nevez-skrivagnerien.ezed war implij ar steuñv… pe get?
S'abonner à