Ostilhoù a bep seurt a ginnigomp deoc'h, prientet ganimp hag e brezhoneg penn-da-benn!

An danevell : ur bleustradenn nemetken ?

Re alies e klever ez eo aesoc’h skrivañ danevelloù eget romantoù, peogwir eo berroc’h. Met dont a-benn da skrivañ un danevell wir n’eo ket ken anat-se, ha pa c’hallfe bezañ, evit danvez skrivagnerien.ezed, ur bleustradenn a zegas kalz a skiant-prenet evit mont davet ar romant. Mistri veur an danevell a zo e-touez ar skrivagnerien wellañ dre ar bed a-bezh : Edgar Allan Poe, Maupassant, Raymond Carver, Frank O’ Connor, Edna O’Brien, Claire Keegan, Tchekov, Gogol, Inoue, Mariana Enriquez… Ha sur-mat hoc’h eus klevet anv eus Jakez Riou, Ronan Huon, Per Denez…

Steuñv ar romant : ur redi?

Ha trawalc’h eo din kaout ur mennozh divoutin evit skrivañ ur romant ? Skrivañ a zo un istor a ijin, ar steuñv zo graet evit ar re n’o deus ijin ebet ! Pe er c’hontrol : ar re a labour hep steuñv a zo tud foutouilhek ha ken dizurzh eo o skridoù, na penn na lost gante! Klask a ra skipailh Al Liamm reiñ un ali d’an nevez-skrivagnerien.ezed war implij ar steuñv… pe get?
S'abonner à Ostilhoù