Arz an danevelloù

Ouzhpenn un « istor berr » eo an danevell. Ma n’eo ket ar stumm skrivañ a vez implijet ar muiañ er gevredigezh c’hall n’eo ket gwir er broioù angl-ha-saoz. 

 

An danevell er broioù angl-ha-saoz

Er Stadoù-Unanet pe e Bro-Saoz e vez kavet bernioù dastumadennoù danevelloù, hir pe hiroc’h. Du-se (hervez Science Fiction and Fantasy Writers of America) eo bet termenet tri doare danevell hervez o hirder :

  • An istor berr (short story) : dindan 7500 ger

  • An danevell (novelette) : etre 7500 ha 17499 ger

  • Ar romant berr (novella) : etre 17500 ha 40000 ger

Ha n’eus ket kement-se a gaoz eus ar pezh a vez kavet er skrid. Re holl a skrivagnerien o deus roet o zermenadur eus ar pezh a rankfe bezañ ur short story hep na vefe bet kavet emglev ebet e gwirionez. A-du emaint war un dra koulskoude : ne skriver ket un danevell evit chom hep lâret mann. Fantazi, skiant-faltazi, du, polis pe c’hoazh gwirvoudel, an danevell a rank tizhout buan al lenner.ez.

 

An danevell e Bro-C’hall

Hag abalamour da se, moarvat, e vez sellet, e Bro-C’hall da skouer, ouzh an danevell evel ur rann diouti hec’h-unan. Tostoc’h ouzhimp, neuze, e vez termenet « arz an danevell » evel-henn :

  • Nebeut a dudennoù, na vez ket dispaket kement o fersonelezh eget en ur romant

  • Un darvoud nemetken a zo e-kreiz an istor

  • Kavet e vez un dilost trumm a-walc’h, ha dic’hortoz war un dro

Evel-just n’eo ket ken strizh-se ar reolennoù-mañ. Danevelloù « digor » o dilost a c’haller lenn alies gwech ivez. Lod a zo savet evel ur troc’had buhez hep na vefe ezhomm eus nep diskoulm. Lod all a zo evel un notenn sonerezh o vont da netra. Ha posupl e vefe ijinañ un danevell a grogfe gant ar fin zoken  hag a yafe a-enep red an amzer betek an deroù.

N’eo ket priziet gwall ger an danevelloù e Bro-C’hall, ha pa gavfer kalzik a genstrivadegoù da gemer perzh enne. En tu all d’an Arvor ez eo an danevelloù kentoc’h ur seurt taol-lañs evit ar re a skriv : ur gwir sikour e vo evit an hini a ya ar maout gantañ en ur genstrivadeg evit lakaat ur romant da vezañ embannet.

 

Hag e Breizh ?

Etre an daou en em gav al lennegezh vrezhonek. Abaoe pell eo bet plijet skrivagnerien.ezed o skrivañ danevelloù, hag al lennerien.ezed o lenn anezhe. Evel er broioù all he deus an danevell kemeret plas, tamm-ha-tamm, ar gontadenn. Ha gouzout a reer pegen tomm eo chomet kalon Breizhiz ha Breizhadezed ouzh ar c’hontadennoù !

N’eo ket souezh, neuze, en defe ar stumm-se graet berzh en hor bro ha kemeret ur plas bras a-walc’h en hol lennegezh. N’ankouaomp ket, memes tra, e lâre Franck Ò Connor (skrivagner iwerzhonat) e oa pouezus an danevelloù berr e lennegezh ar pobloù gwasket. Pe c’hoazh Ruth Kilchenmann (skrivagner alamanek) pa lâre : « Die Kurzgeschichte ist Waffe in der Hand des Schriftstellers » (Un arm eo an danevell e dorn ar skrivagner).

Hirie an deiz c’hoazh eo pouezus an danevell en hol lennegezh. Anat eo ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a dud gouest da skrivañ ha da lenn en hor yezh. Hirder ar skridoù-se a zo plijusoc’h d’an dud a rank bezañ aketusoc’h p’emaint o lenn e brezhoneg. N’haller ket lâret eo an abeg nemetañ koulskoude. 

Aes eo kavout danevelloù da lenn e brezhoneg. N’eus nemet digeriñ n’eus forzh peseurt kelaouenn pe gazetenn vrezhonek evit kavout unan da lenn, d’un tenn pe a dammoù, hervez o hirder. Kustumet e vez an dud d’ar stil-se hag e c’haller, dindan nebeut amzer, mont a ved da ved, a spered da spered… Anien ar Vretoned eo beajiñ, na petra ‘ta !

Ha n’eus nemet sellet tro-dro deomp : pevar c’henstrivadeg danevelloù a vez aozet e brezhoneg bep bloaz (Ti-kêr Karaez, Ti ar Vro Kemper, Ar Gouelan Masklet, Kevredigezh Skrivagnerien Breizh), pa vez roet tri friz d’ar romantoù (Prizioù Dazont ar Brezhoneg, Priz Sten Kidna, Kevredigezh Skrivagnerien Breizh). Ha c’hoazh n’eo ket « romantoù » a vez priziet met « oberennoù lennegel », dastumadennoù danevelloù en o zouez evel er Prizioù diwezhañ (2026), aet ar maout gant Paskal an Intañv evit e zastumad « Bedoù nevez ». 

 

Alies, koulskoude, e vez lâret eo ret kregiñ gant ar skrivañ danevelloù « evit pleustriñ », evel pa vefe « aesoc’h » skrivañ danevelloù eget romantoù. Re wir eo, en ur mod : ma n’ho peus skrivet mann ebet c’hoazh e vo digalonekaus kregiñ gant ur romant marteze. 

 

Pleustriñ gant an danevelloù

Ar pep pouezusañ, pa groger da skrivañ istorioù, eo dont a-benn da echuiñ an hini kentañ, mont betek penn hep kas pep tra d’ar blotoù. Moarvat eo abalamour da se e alier kregiñ gant an danevelloù : nebeutoc’h a geuz ho po pa vo bet distrujet ho tanevell ganeoc’h eget un danvez romant. Padal n’eo ket an abeg nemetañ.

A-drugarez d’ar skridoù berroc’h-se ez eus tu d’en em anavezout gwelloc’h. Peseurt temoù a laka ac’hanoc’h da dridal ? Daoust hag e plij deoc’h skrivañ kalzik en un tennad pe nebeut bemdez ?

En ur skrivañ danevelloù e kavot tamm-ha-tamm ho toare-labourat, ho lusk, an hini a zere ouzhoc’h ha n’eo ket an hini ho peus lennet e oa hemañ-henn pe homañ-henn o lakaat e pleustr evit skrivañ romantoù.

Ha m’ho peus heuliet un nebeud poelladennoù kinniget war ar blog-mañ e c’hallot ivez lakaat anezhe e pleustr da vat, n’eo ket hini-ha-hini ken, met asambles (divizoù ha deskrivadurioù tro-ha-tro, evit reiñ lusk d’ho skrid, da skouer).

 

Met daoust ha trawalc’h eo pleustriñ evit skrivañ danevelloù dereat ?

 

Arz an danevell

Pal an danevell eo an « dilost » (fall e saozneg pe chute e galleg). Pa c’haller, en ur romant, mont ha dont, kemer hentoù-treuz, dasparzhañ titouroù a-hed al levr, betek ar pezh a anver « climax » ez eo dilost an danevell ar c’hlimax hag ar fin war un dro, ar poent ma vo cheñchet personelezh ho tudenn ha degas ur sell nevez war an istor a-bezh. An darvoud kontet n’eo nemet an hent a gaso anezhañ pe anezhi betek ar poent-se.

Aze emañ an diforc’h brasañ gant ar romant. Un danevell a gomz eus psikologiezh an dudenn ha penaos e troio he fersonelezh, he c’hredennoù (ha me ‘oar-me, hervez an tem dibabet) e fin an danevell (pe penaos ne cheñcho ket daoust d’ar pezh a zo c’hoarvezet !). Abalamour da se ne lakaer ket kalz a dudennoù en istor : evit ma c’hallfe aked al lenner.ez chom stok ouzh an dudenn. 

Ha marteze e pakomp aze petra eo « arz » an danevell. 

Da gentañ-penn e rank bezañ un « istor ». Evel m’hon eus lâret meur a wech dija, an danevell a zo ouzhpenn ur skrid berr. N’eo ket, neuze, ur varzhoneg, ur gronikenn, pe un diverradenn. Un istor a zo ennañ ur benndudenn, un darvoud « dreistordinal », hag an dilost. Evel ur romant, tamm pe damm, emezit gant gwir abeg ! 

Nemet e ranker diskoulmañ pep tra dindan nebeut amzer. Da lâret eo ne vo ket kavet deskrivadurioù hir, na displegadennoù eus amzer-dremenet an dudenn. A-wechoù ne gaver deskrivadur ebet eus ar benndudenn zoken. Renet e vez an danevell gant pennaenn « aotenn Ockham », da lâret eo : ar simplañ ar gwellañ. Met ne dalvez ket ne c’hall ket un danevell bezañ luziet ha soutil.

An holl draoù a c’hallfe pellaat an evezh diwar ar benndudenn hag an darvoud emañ o c’hoarvezout a vo laosket a-gostez. Ma soñj da Gristina ez eus un tasmant en he zi, n’eo ket dav displegañ perak e kred enne (nemet e vefe en displegadenn-se ul lodenn eus an dilost). Rankout a reer dibab neuze, leuskel roudoù amañ hag ahont d’al lenner.ez evit ma c’hallfe kompren an dilost. 

Hag an dilost, just a-walc’h. Alies gwech e klever e rank an dilost bezañ souezhus, dic’hortoz. Ne vern, e gwirionez. Met trumm a-walc’h e rank bezañ. Ret eo ankouaat an emgann hir war gein an erevent, neuze. Ar pezh a anver amañ « dilost » n’eo ket ur gwir ziskoulm dre ret (evel ma kaver e reoù « digor » just a-walc’h). Soñjit mat er pezh hon eus lâret abretoc’h : ar poent ma vo troet, cheñchet, personelezh ar benndudenn eo. Ma rank an danevell bezañ amzeriet en ur prantad berr a-walc’h ez eo an dilost ur momed rik. P’en em gav Kristina gant al logodenn a rae trouzioù bihan a lakae anezhi da soñjal e oa un tasmant en ti, da skouer. 

 

Evit klozañ

Gallout a ra an danevell bezañ ur bleustradenn vat evit kregiñ da skrivañ, met n’eo ket peogwir eo berr nemetken. Evit skrivañ un danevell e ranker prientiñ un dudenn (ha pa n’he defe ket da vezañ ken klok hag evit ur romant), raksoñjal en dilost ha penaos e c’hall an darvoud kas an dudenn d’an dilost-se. Ur gwir arz eo lâret kalz a dra dindan nebeut gerioù ! 

En tu-hont da bleustriñ ez eo an danevell un « doare all » da skrivañ, hag a ra berzh el lennegezh vrezhonek. Skrivit danevelloù neuze ! Ha kasit anezhe d’ho kelaouenn vuiañ-karet !

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.