
Echu ‘peus skrivañ hoc’h istor, ho tanevell, ho romant ha c’hoant ganeoc’h gouzout hag-eñ e talvez ar boan. Un embanner a roio e ali, evel-just. War ar yezh kement ha war an istor. Met a-raok kas ho skrid d’un embanner eo mat arnodiñ war ar pezh a anver “Bêta-lenn”. Ar bêta-lenner.ez n’eo ket ur reizher.ez dre ret. Ha dreist-holl : ar bêta-lenner.ez a ra ouzhpenn reizhañ ar yezh.
Pal kentañ ur bêta-lenner.ez eo bezañ e botoù un den a lenno ho levr. Da lâret eo: daoust hag ur chañs zo e vefe plijet an dud gant ho skrid?
Re dechet e c’haller bezañ da soñjal e ranker kas ur skrid an direbechañ posupl a-fet yezh d’un embanner. Marteze e brezhoneg dreist-holl. Koulskoude ne ra ket ar yezhadur hec’h-unan kalite un istor, e brezhoneg e vefe pe e n’eus forzh peseurt yezh.
Un embanner a ro e ali war ur skrid « echu ». Da lâret eo e roio un ali hollek war al levr evit gouzout hag-eñ e c’haller embann pe get. Ar bêta-lenner.ez a lâro deoc’h dre ar munud ar perag hag ar penaos gwellaat.
Evel-just ne ranker ket kas ur skrid leun a fazioù d’ar bêta-lenn. A-raok kas ho skrid da vezañ lennet, dielfennet, e rankit lenn, adlenn, difaziañ, cheñch, skarzhañ, ouzhpennañ…
Petra eo labour ur bêta-lenner.ez ?
Gallout a reer lâret eo kas ho skrid d’ar “crash test”. Pleustret e vo ho levr warni pe warnañ. Met ouzhpenn ur “Plijet on bet” pe “N’on ket bet plijet” a vo disoc’h an “taol-esae”-mañ.
Dielfennet e vo ho skrid hag ur rentañ-kont resis ho po, dre skrid pe dre gomz. Skrivet ho peus ho levr, hag adlennet anezhañ meur a wech. N’oc’h ket gouest ken da verzhout ar pezh a ya a-dreuz, ar fazioù, ar vioù-koukoug… e berr gomzoù: aet oc’h poazh o lakaat ho fri e-barzh!
Labour ur bêta-lenner.ez a zo reiñ deoc’h ur sell all war ho skrid evit e wellaat (ha n’eo ket evit e gas d’ar blotoù). Diwallit mat: ur bêta-lenn n’eo ket graet evit reizhañ (reoù zo a vo gouest d’en ober ivez, met n’eo ket ar pal kentañ, pell alese!). Ar bêta-lenner.ez a lakao h.e evezh war an danvez ha n’eo ket war ar yezh kement-se (ne gomzer eus ar stil amañ, a c’haller lakaat en danvez kentoc’h).
Ar pezh a zegaso deoc’h: diskuliañ an dislavaroù, an adlavaroù, ar mankoù en istor hag en itrik. Gallout a ra kas donderioù ouzhpenn d’an tudennoù o kavout en ho skrid traoù n’int ket poellek-tre… An doare da luskañ al lenn, da aozañ ar chabistroù… An holl vunudoù a lakao al lenner da grediñ en ho istor ha bezañ tapet gantañ!
Penaos dibab ur bêta-lenner.ez ?
- Rankout a ra an den-se lenn kalz. Un den a lenn kalz a c’hallo kompren gwelloc’h ac’hanoc’h, a anavezo gwelloc’h c’hoantoù lennerien all. Ma anavez bed an embann e vefe un dra vat ivez.
- Arabat d’an den-se bezañ re dost ouzhoc’h : rankout a ra bezañ neptu, ha krediñ ober evezhiadennoù ne blijint ket deoc’h. Rak n’eo ket pal ar bêta-lenn lâret ar pezh ho peus c’hoant da glevout. Ar c’hontrol-mik : rankout a raio lâret deoc’h ar pezh ne gredo ket ar re all lâret!
- Dibabit un den a blij dezhañ pe dezhi ar seurt lennegezh a skrivit. Ma kinnigit ur romant-polis d’un den a lenn kalz romantoù karantez, n’eo ket sur ho pefe evezhiadennoù a dalvezo kement ha reoù un den sot-pitilh gant ar romantoù a seurt ma skrivit-c’hwi.
- Dibabit un den a glasko sachañ ac’hanoc’h war an uhel. Unan a gredo lâret an traoù sklaer ha fraezh deoc’h, met hep diskar ho labour! Pe gwashoc’h c’hoazh: diskar ac’hanoc’h…
- Gallout a rit heñchañ labour an den dibabet: kaout evezhiadennoù kentoc’h war an itrik, pe c’hoazh war an tudennoù, ha zoken war ar yezh. N’eo ket ur redi goulenn gant ur bêta-lenner.ez reiñ evezhiadennoù war holl danvezioù ul levr.
- Ma soñj deoc’h e rankit kas ho skrid d’ur bêta-lenner.ez all a-raok kas d’an embanner: grit!
A-raok resev evezhiadennoù a-berzh un den n’anavezit ket kalz, bezit sur da asantiñ klevet pe lenn barnadennoù ne blijint ket deoc’h. Ne vo ket plijus bepred, ha marteze e resevot reoù all a-berzh an embanner goude-se. Anat eo n’eo ket pal ur bêta-lenner.ez ober ur roll eus perzhioù mat al levr nemetken (ha pa ranko en ober ivez, evel-just).
Kavout ur bêta-lenner.ez
N’eo ket gwall ziaes da gavout un den a ra al labour-se e galleg: reoù zo o deus graet o micher eus an dra-se, lec’hiennoù evel Wattpad a ro listennoù tud prest da sikour ac’hanoc’h. E brezhoneg e vo un afer all. Ret e vo deoc’h dibab un den e-touez an dud a anavezit un tammig, pe goulenn gant ur skrivagner all hag-eñ e anavezfe unan a vefe laouen da lenn ho hini.
An adlenn a zo un dra pouezus-meurbet. Evel ma oa bet lâret er pennadoù a denn eus hol labour embannerien ez eo pouezus liesaat ar savpoentoù (hag ar skorioù). Abalamour da se e kinnigomp deoc’h sevel ul listennad bêta-lennerien ha bêta-lennerezed a gavot war lec’hienn Al Liamm. Ma vefec’h dedennet bezañ war al listenn-mañ e c’hallit mont e darempred ganimp!
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)