meziantoù_skrivañ

A-gleiz hag a-zehoù e vez kavet war ar Rouedad meziantoù krouet evit sikour da skrivañ romantoù. An holl ac’hanoc’h a anavez Word, LibreOffice pe Pages war Mac. A-fet stummañ int trawalc’h, ha da betra klask kaout muioc’h a zibarzhioù? Gwir eo e c’haller soñjal e vefe an nen desachet gant traoù all ha ne c’hallfe ket chom aketus war ar skrivañ nemetken. Gwir pe gaou? 

Kinnig a reomp deoc’h ober anaoudegezh gant un nebeud meziantoù dibabet evidoc’h!

 

Bibisco

Ur meziant da bellgargañ eo hemañ. Gallout a reer implijout anezhañ digoust pe paeañ 57€ (hiriekaet e vo e-pad 2 vloaz, met gallout a reer kenderc’hel da implijout evel-just). Un toullad traoù a c’haller ober digoust: 

  • Niver a levrioù difin
  • Prémisse (penn-kentañ an istor), fabula (red an darvoudoù), cadre (degouezhioù douaroniel ha sokial), fils narratifs (itrikoù)
  • Fichennoù tudennoù
  • Lec’hioù
  • Chabistroù ha senennoù
  • Dielfennadur
  • Ezporzhañ (pdf, docx, txt, archive)
  • Saveteiñ otomatek

Un toullad traoù ouzhpenn a c’haller ober en ur baeañ ar skodenn, evel sevel kartennoù preder, merañ red an amzer, ouzhpennañ skeudennoù evit kement tudenn, cheñch plas d’ar senennoù, implijout fontoù ouzhpenn, pe c’hoazh lakaat notennoù traoñ ar bajenn hag ezporzhañ e stumm Epub.

Mat-tre eo ar meziant-mañ evit kregiñ, hag aes d’ober gantañ. Ar rebechoù brasañ a c’haller ober eo n’haller ket lakaat notennoù en destenn ha, dreist-holl, alies e vo kinniget deoc’h paeañ ar skodenn ma chomit gant ar stumm digoust… ar pezh n’eo ket evit sikour da chom aketus!

 

WriteControl

 

Ur meziant enlinenn eo hemañ. Gallout a reer memes tra labourat hep rouedad (enrollet e vez pep tra gant ho merdeer). Gallout a reer implijout anezhañ digoust pe paeañ 11.90€ ar miz.

Setu ar pezh a c’haller ober er stumm digoust:

  • Aozañ testennoù (skrivañ…)       
  • Aozañ ar chabistroù        
  • Gwelet diverradennoù ar chabistroù
  • Palioù ha stadegoù skrivañ
  • Fichennoù tudennoù
  • Klask gerioù heñvelster (n’haller ket en ober e brezhoneg!)
  • Labourat hep ar rouedad
  • Lakaat ar meziant e skramm leun (mat-kaer evit an aked!)
  • Saveteiñ otomatek
  • Istor ar raktresoù hag ar chabistroù
  • Betek 5 raktres
  • Ebarzhiañ restroù Word pe LibreOffice
  • Ezporzhiañ er stumm Word pe HTML

Ma vez paeet ar skodenn e c’haller ober traoù ouzhpenn :  lakaat notennoù traoñ ar bajenn, sevel kartennoù preder, implijout an naouegezh artifisiel, enrollañ betek 40 raktres…

Ur wech ouzhpenn, evit ma vefe talvoudus da vat e ranker paeañ (ha ker a-walc’h, nemet e skrivfec’h ho romant dindan ur miz pe zaou, rak n’oc’h ket rediet da gemer ur bloavezh leun). Ar rebech brasañ a c’haller ober eo n’haller ket lakaat notennoù en destenn en un doare digoust.

 

Scrivener

E-touez ar meziantoù n’int ket digoust, setu an hini a vez implijet ar muiañ, marteze.  Koustañ a ra 69.99€ (59.49€ evit ar studierien.ezed hag ar gelennerien.ezed) ur wech nemetken, met gallout a reer ober un taol-esae evit 30 devezh (hep harz ebet). Ur meziant da bellgargañ eo, setu ma n’ho po ket ezhomm eus ar Rouedad evit e implijout.

Gant ar meziant-mañ e c’haller ober pep tra : skrivañ (evel-just), aozañ ar chabistroù, diblasañ anezhe, lakaat notennoù a bep seurt, sevel fichennoù tudennoù pe lec’hioù, hag ul lodenn eus an etrefas a zo gouestlet d’ar mennozhioù. Aze e c’haller skrivañ ar mennozhioù en dizurzh hag adkavout anezhe aes-tre a-drugarez d’an ostilh enklask, barrek da gavout n’eus forzh petra en holl rummadoù. Gallout a reer enrollañ meur a stumm d’ur raktres, ar pezh a c’hall bezañ pouezus. Ezporzhiañ a c’haller ober e n’eus forzh peseurt stumm (doc, odt, pdf, epub…). Gant savennoù niverel  embann enlinenn zo e c’haller embann war-eeun diwar fichennaouegoù Scrivener zoken (Kindle, Smashwords da skouer).

Ker e chom ar meziant-se hag er penn-kentañ e vezer un tamm beuzet gant an holl draoù kinniget. Met un toullad tutoioù a gaver war ar Rouedad. Ar rebech brasañ amañ, estreget ar priz, eo an amzer a ranker gouestlañ d’ar meziant e-unan a-raok kregiñ gant al labour. Un doare zo da sevel skridoù en ur zizoloiñ anezhañ avat: lod patromoù zo gouestlet d’ar skridoù berr.

 

NovelWriter

 

Krogomp bremañ gant ar meziantoù digoust da vat ! Evel alies gant ar meziantoù a seurt-se e vo tu da staliañ anezhañ war Windows, Mac pe c’hoazh Linux. Ne vez ket dibabet NovelWriter peogwir eo brav, met efedus-meurbet e c’hall bezañ. 

Gallout a rit aozañ ho romant evel ma karit: lodennoù, chabistroù, senennoù. Ho senennoù a c’hall bezañ fiñvet war-lerc’h, koulz hag ar chabistroù. Gallout a rit ouzhpennañ fichennoù tudennoù, lec’hioù, red an amzer…

Simpl eo, met ret e vo deoc’h kustumiñ gant Markdown evit stummañ ho testenn, pe c’hoazh implijout an tagoù (a servijo deoc’h evit adkavout buan ar fichennoù savet). N’haller ket ebarzhiañ skeudennoù pe restroù all kennebeut, ar pezh a c’hall bezañ un torr-penn, m’ho pefe c’hoant, da skouer, da gaout ur gartenn. 

Evit skrivañ e brezhoneg, avat,  e vo ur gwir rekour dre ma c’haller implijout Language Tool (difazier an Drouizig) m’ho peus e staliet c’hoazh!

 

Manuskript

Evit echuiñ, setu ur meziant digoust hag open-source. Implijout a ra Markdown ivez evit ar stummañ. Kavet hon eus anezhañ un tamm heñvel ouzh NovelWriter, met ar pezh a blijo deoc’h, moarvat, eo al linenn steuñv (« story line” pe “trame” er stumm gall) a sikouro ac’hanoc’h evit merdeiñ etre an holl fichennaouegoù. 

Ar gudenn vrasañ amañ eo ar skeudennoù, ur wech ouzhpenn. Tu zo da ouzhpennañ anezhe gant liammoù, met ne vo gwelet anezhe nemet en ur dremen ar bir a-us al liamm, pe ur wech ezporzhiet.

Klok a-walc’h eo ar fichennoù tudennoù ha lec’hioù. Ne chomo deoc’h nemet leuniañ anezhe. Ar pezh a zo plijus-kaer ! Un dra ken plijus all a zo ar stumm leun skramm a c’haller personelaat da vat. Ul lec’h gouestlet d’an itrikoù a gaver ivez: deskrivit an itrik, resisait peseurt tudennoù a vo kavet ennañ, hag an holl bazennoù betek an diskoulm.

Memes tra evit NovelWriter e c’haller implijout an difazier e brezhoneg.

 

Evit klozañ

Pep hini e vutun! Ar pezh a c’hallomp aliañ deoc’h eo kregiñ gant unan digoust. An doare da aozañ an teuliadoù a zo un tamm heñvel en holl veziantoù kinniget amañ. Ur wech kustumet gant an doare-se d’ober e c’hallot dibab mont pelloc’h pe get. Met diwallit: na grogit ket da zizoloiñ ar meziant-mañ-‘r meziant ma ‘z oc’h prest da gregiñ gant ar skrivañ. Ur c’holl amzer a vo. Gwelloc’h e vo kregiñ gant ar meziant p’emaoc’h o prederiañ war an istor, sevel fichennoù an tudennoù hag all.

Ar re a blij dezhe urzhiañ mat an traoù a gavo amañ peadra da gaout plijadur avat. Ar re a vefe un tamm foutouilhekoc’h en desped dezhe a gavo ur framm o deus ezhomm evit aozañ un tammig muioc’h o labour a-raok kregiñ gant ar skrivañ.

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.