Ar fichenn senenn

Gallout a reer gwelet ur romant evel un heuliad senennoù, evel ur film pe ur pezh-c’hoari. Daou zoare senenn a vo neuze: ar senennoù “ragoberiant” hag ar senennoù “ersav”. E berr gomzoù ez eo ar senennoù “ragoberiant” ar re a laka an ober da vont war-raok, hag ar senennoù “ersav” a zo prantadoù diskuizhañ.

 

Ar senennoù ragoberiant: 

          Rankout a reer kavout enne: ur pal (sklaer ha diaes a-walc’h evit degas tennder d’ar romant); ur stourm (ma klask an haroz.ez tizhout ar pal, hag an enebour.ez a glask mirout outañ/outi dont a-benn); hag ur fin. Alies mat ec’h echuo ar senenn-mañ gant ur c’hwitadenn (evit lakaat an haroz.ez da adwelet h.e strategiezh).

          Ar fromoù degaset amañ a rank bezañ kreñv a-walc’h, hervez diaester ar pal da dizhout. 

Evel-just e c’hall an haroz.ez gounit gwech an amzer! Met evit mirout tennder an danevelliñ ne vo ket klok an trec’h bepred. 

          Er senennoù-se ne vo ket displeget an traoù. Rankout a reer chom war ar pezh a c’hoarvez.

          Setu un nebeud skouerioù eus ar pezh a c’hall bezañ ur senenn ragoberiant: 

  • Un emgann gounezet met mignon brasañ an haroz.ez a zo marvet;
  • Ur paotr yaouank a gav roudoù e dad n’en doa ket anavezet a-raok, met hemañ diwezhañ a nac’h klevet komz eus e “fazi yaouankiz”...

 

Ar senennoù ersav: 

          Ur prantad diskuizhañ int. Goude ur senenn ragoberiant e ranko an haroz.ez ober ur seurt bilañs. Kavout a reer enne: fromoù an haroz.ez (pe harozed, tudennoù) a ziskouez mat penaos int bet tizhet gant ar pezh a zo c’hoarvezet a-raok; an daelenn (goude ar pezh a zo c’hoarvezet e welo an haroz.ez petra a c’hall ober evit mont war-raok); hag un diviz (etre an holl zibaboù meneget en daelenn).

          Al lodenn ziwezhañ-mañ a gaso d’ar senenn ragoberiant da-heul.

          Ar fromoù, an dibaboù-se a ranko bezañ e liamm gant personelezh an haroz.ez evel-just (gwelet fichenn an dudenn). An dibab a c’hall bezañ kemeret a-stroll, pe sikouret gant un dudenn all.

 

Ar fichenn

 

Ar fichenn kinniget amañ a servijo deoc’h evit un heuliad senenn ragoberiant/ersav.

Gallout a rit pellgargañ ar restr Pdf e traoñ ar bajenn pe amañ.

Lodenn 1: 

  • Gallout a rit skrivañ un diverrañ eus ar pezh a c’hoarvezo
  • Peseurt tudennoù a vo heuliet er senenn
  • Pelec’h emaint
  • Pegoulz e vez dalc’het ar senenn
  • Ar savboent : daoust hag e vo skrivet gant savboent an haroz.ez pe un den diavaez ?

Lodenn 2 : 

  • Ar pal da dizhout
  • Ar bec’h war greskiñ : penaos e vo lakaet diaesoc’h an traoù gant an enebour.ez
  • Santimantoù an tudennoù : penaos e vint tizhet gant ar pezh a c’hoarvez
  • Prientiñ : penaos ec’h erruo an danevelliñ betek ar senenn

Lodenn 3 :

  • Arouezioù : traoù er senenn a roio un aergelc’h ouzhpenn (da skouer : glav a ra p’emañ an haroz.ez o ouelañ… ma plij deoc’h ar c’hlichedoù !)
  • Diskoulm : peseurt dibab a vo graet gant an haroz.ez
  • Cheñchamantoù : petra he deus degaset ar senenn en istor ?

Lodenn 4 :

  • Munudoù : amañ e c’hallit ouzhpennañ an holl vunudoù all a vo pouezus evidoc’h ha/pe evit heuliad an istor (ar munudoù en ur senenn a c’hallo dont da vezañ pouezus-kenañ hag en em gavout el lodenn « Prientiñ » evit ur senenn all !)
  • Steuñv : evit ar re a blij dezhe tresañ… an tudennoù, pe c’hoazh steuñv al lec’h m’eo dalc’het ar senenn (ur gambr, un ti, ur straed…)

 

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.
Pezh-stag
Fichenn_Senenn.pdf (48.45 Ko)