
Savboent un daneveller diavaez pe hini ar benndudenn a gaver ar muiañ en danevelloù pe er romantoù. Sikour a ra evit lâret muioc’h a draoù d’al lenner.ez. Gallout a ra gouzout ar pezh a vez soñjet gant an dudenn-mañ-‘n dudenn hag ar pezh a c’hoarvez e meur a lec’h war un dro.
Met n’eo ket ur redi kontañ un istor er mod-se. Gallout a reer implijout savboent an tudennoù, a c’hall bezañ tud, loened pe traoù anezhe. Dedennus e c’hall bezañ ivez rak pep hini he do ur sell disheñvel war ar pezh a zo o c’hoarvezout. Cheñch savboent a zo un doare da zonaat ar skrid, da vont pelloc’h gant ar pezh hon eus c’hoant da dreuzkas.
An doare-se a vo kavet alies en istorioù polis : an enseller.ez a laka testoù ur muntr (pe un torfed all) da gontañ petra o deus gwelet, penaos o deus bevet ar memes darvoud. Ma ‘z eo anat evit seurt skridoù ne vo ket kement-se evit skridoù all. Ha padal ! Pegen pinvidikoc’h pa vez implijet mat ar cheñchamant savboent !
Kinnig a reomp deoc’h labourat un tamm war ar boelladenn-mañ neuze. Setu un nebeud darvoudoù boutin pe divoutin. Ret e vo deoc’h displegañ en un nebeud linennoù savboent tri den disheñvel bep taol.
Darvoud | Tudennoù |
Kavout lizher un drouktuner war treuzoù an nor. | Paskal (an drouktuner), Marijan (a gav al lizher), Benead (an amezeg a wel Paskal lakaat al lizher) |
Daou vignon oc’h en em adkavout e kreiz-kêr hag o vriata start an eil d’egile. | Yann (a oa o c’hortoz), Paul (a erru davet Yann), Chantal (ur grennardez a wel anezhe, azezet en ur c’harr-boutin o tremen) |
Faotet eo bet kafe war un urzhiataer en openspace. | Katell (he deus faotet kafe war he urzhiataer), Loeiz (a zo o labourat nepell diouti), hag an urzhiataer. |
Ur vamm-gozh o treuziñ an hent gant he c’herzhadell. | Mai (ar vamm-gozh), Yuna (a sikour anezhi), Erik (en e oto o vleinañ). |
Ur c’hazh o chaseal ul logodenn e liorzh un ti war ar maez. | Fridu (ar c’hazh), Fifi (al logodenn), Bastian (ar bugel 6 vloaz en ti o sellet oute dre ar prenestr). |
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)