dedi

N’eus nemet un implijad ha tud a youl-vat e ti Al Liamm. Koulskoude e teuomp a-benn d’ober un tamm bruderezh d’al levrioù embannet ganeomp. Kalz amzer ouzhpenn a vefe ret gouestlañ d’al lodenn-mañ hag emskiant omp e rankfemp ober muioc’h.

Ur wech erru al levr en hon burev e Lannuon e ranker da gentañ-penn ober un nebeud traoù hervez lezenn : leuniañ ur fichenn ha kas ur skouerenn d’ar BNF (Bibliothèque Nationale de France). 

Ur fichenn a zo bet prientet gant hon implijad a vo kaset d’ar skigner (Coop Breizh) : 

  • Titl al levr
  • Anv ar skrivagner.ez
  • ISBN al levr
  • Golo al levr
  • Golo-kein al levr
  • Un destenn vrudañ e brezhoneg hag e galleg (an destenn a gaver war golo-kein al levr).

An holl draoù-se a servijo da Goop Breizh evit kinnig al levr er stalioù ma vez gwerzhet levrioù (levrdioù, gourmarc’hadoù hag all).

Prientet e vez un tamm bruderezh a vez kaset dre bostel d’hor c’houmananterien, ha da izili Kuzul ar Brezhoneg. War o lec’hienn dezhe ivez e vez lakaet al levr da werzhañ (evit an hiniennoù).

Kelaouet e vez hor « followers » war ar rouedadoù sokial ivez (war-dro 1000 en holl!), met ouzhpenn a reomp c’hoazh!

Pep a skouerenn a vez kaset d’ar c’helaouennoù all evit ma vo skrivet ur skrid-barn diwar-benn al levr, ha d’ar mediaoù all (radioioù, Brezhoweb…) evit ma komzint eus al levr en o abadennoù. Ar pezh a reomp-ni ivez eus hon tu er gelaouenn evel-just.

Al liamm a reomp neuze etre ar skrivagner.ez hag ar gelaouennerien.ezed o defe c’hoant d’ober ur pennad-kaoz gantañ pe ganti. Lod tud er skipailh a ya e darempred gant ar mediaoù evit komz eus al levrioù nevez-embannet gant Al Liamm. Gwech ebet ne nac’homp un atersadenn rak goût a reomp a-walc’h e c’hall degas un tamm brud d’al levr-mañ ’l levr.

Doareoù all a zo c’hoazh da lakaat al levrioù war wel:

Ar prizioù

Da veur a briz e vez kaset skouerennoù al levrioù krouet : 

  • Priz Dazont ar Brezhoneg (aozet gant Frañs3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg)
  • Priz Sten Kidna (aozet gant Kerlenn Sten Kidna ha ti-kêr An Alre)
  • Priz ar romant brezhonek (aozet gant Emglev Bro-Gwened ha Skol Uhel ar Vro)
  • Priz Pêr-Jakez Heliaz (aozet gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh)

Ar gouelioù hag ar saloñsoù

Bep bloaz e vez pedet ar skrivagnerien.ezed ha troourien.ezed da gemer perzh e Gouel al Levrioù e Karaez. Ur prantad pouezus eo ar gouel-se evit ma c’hallfe an aozerien.ezed kejañ gant o lennerien.ezed. Ur plas a-feson a vez graet gant skipailh ar gouel d’ar brezhoneg, ar pezh n’eo ket gwir e pep lec’h. Met diouzhtu pa vez goulennet ganimp kas skrivagnerien.ezed d’ur saloñs bennak e lakaomp anezhe e darempred gant ar re embannet e ti Al Liamm.

Evit saloñsoù zo e labouromp gant Kuzul ar Brezhoneg, evel an holl izili. Standoù a vez dalc’het gante meur a wech e-kerzh ar bloaz evit kinnig levrioù brezhonek d’an dud, reoù Al Liamm en o zouez.

 

Emañ skipailh Al Liamm o prederiañ war ar brudañ abaoe un toullad amzer, hep kavout amzer da vont betek penn. Ret e vo deomp en ober koulskoude. Ar blog, ar podkastoù a zo bet lakaet war wel abaoe un nebeud mizioù bremañ a gemer perzh er jeu-se: bezañ gwelet gant an dud ha desachañ o evezh en ur ginnig danvez dedennus evite. War lec’hienn Al Liamm e kavimp atersadennoù skrivagnerien a-benn nebeut. 

Abaoe ur pennad e welomp diaesterioù Coop Breizh, hor skigner. Pell zo bremañ e labouromp gante ha n’hon eus ket c’hoant e yafe ar stal arouezus-se d’an traoñ. Rankout a reer soñjal en dazont memes tra hag arabat deomp kontañ war labour un embregerezh nemetken. Pal ar bloavezhioù a zeu a vo diorren an ti-embann kement hag ar gelaouenn, hag he deus roet (hag e roio c’hoazh) un brav a daol-lañs evit kalzik skrivagnerien.ezed!

Tagoù

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.