Alies-mat e krog ar skrivagnerien.ezed gant al labour-mañ : krouiñ an tudennoù pennañ. N’eo ket ar prantad aesañ na plijusañ al labour krouiñ koulskoude ! Abalamour da se e kinnigomp deoc’h ur fichenn "tudenn" da bellgargañ ha da implijout evel ma karit.
Arabat krediñ e vefe ur redi tremen dre ar bazenn-se koulskoude. Ur gwir sikour a vo ma plij deoc’h deskrivañ kalzik tudennoù, itrikañ, meskañ o buhez… hep meskañ anezhe ! Rak n’eus mann displijusoc’h eget gwelet fazioù e deskrivadur an tudennoù (an anv a cheñch, pe liv ar blev !).
A-drugarez d’ar fichenn-se e c’hallot kaout soñj aesoc'h eus an holl vunudoù-se hep mont da furchal en ho skrid. Met pelloc’h evit-se e c’hallot ober ha prederiañ donoc’h e “poell” ho tudennoù ha kregiñ da frammañ hoc’h istor ivez. Ha marteze e vo aze talvoudegezh pennañ ar fichennoù-mañ : kregiñ a reer da brederiañ diwar-benn an istor, an endro, en un doare fetis-tre dre grouiñ an tudennoù a vevo e-barzh.
Ouzhpenn ur seurt katalog e c’hall dont da vezañ ar fichennoù-mañ neuze, un diaz eus ar romant e gwirionez. Arabat mont re bell ganti memes tra : ar pal n’eo ket kregiñ da skrivañ hoc’h istor er fichenn. Met a-drugarez dezhe e c’hallot soñjal e munudoù zo n’ho poa ket soñjet enne en a-raok. Gant se e c’hallo an istor cheñch pe dont da vezañ spisoc’h, labouretoc’h, ha dedennusoc’h war un dro.
Ar fichenn
Gallout a rit pellgargañ ar restr Pdf e traoñ ar bajenn pe amañ.
Lodenn 1: an identelezh (anv, orin…)
Lodenn 2: an neuz. Pouezus-tre e vo evit an deskrivañ. Pa groger da zeskrivañ un dudenn hep fichenn e c’haller bezañ techet da lakaat pep tra ar wech kentañ ma vez komzet diwar he fenn. A-drugarez d’al lodenn-se e c’haller silañ munudoù gwech an amzer hep kaout aon adlâret traoù pe lâret traoù kontrol.
Lodenn 3: temz-spered. Sikour a raio ac’hanoc’h da zeskrivañ ho tudenn, met ivez da lakaat anezhi da vevañ en endro ho peus krouet: penaos ec’h ersavo en degouezh-mañ 'n degouezh?
Lodenn 4: barregezhioù, evit termeniñ ar pezh e c’hall pe ne c’hall ket ober.
Lodenn 5: pal, kredennoù, mennozhioù. Al lodenn-mañ a c’hall bezañ lakaet en liamm gant al lodenn 3.
Lodenn 6: darempredoù. Aze e c’haller termeniñ al liamm a zo etre an tudennoù hag ar pezh a soñj an dudenn diwar-benn ar re all.
Lodenn 7: emdroadur. An dudenn en istor! Er penn-kentañ, e-pad, ha goude an istor. Aze e c’haller kregiñ da soñjal en hent a vo graet gant an dudenn. Gant ar spi ne vo ket un toull-karr eviti!
N’eo ket ur redi leuniañ pep tra evit ma vefe efedus seurt labour fichenniñ. N’eo nemet un diaz evidoc’h da gregiñ da labourat gant seurt benveg. Tud zo a gavo o lod a sikour, reoù a laosko d’an traoñ. N’eus reolenn ebet ha dre chañs e c’haller chom frank er pezh a skriver c’hoazh!
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)