Pa vezer o prientiñ ur romant e c’haller merzhout e ranko an dudenn bennañ mont dre ar bed… ijinet pe get ! Gant se n’eo ket fall en em brientiñ, rak gallout a ra an istor bezañ hervez al lec’h… hag al lec’h hervez an istor !
Ar pennad-mañ a vo hini kentañ un heuliadenn evit prientiñ fichennoù lec’h. Komzet e vo amañ eus ar broioù.
Perak sevel fichennoù bro ?
Ha pa vefe kaoz eus ar bed gwirion n’haller ket gouzout pep tra diwar-benn ar broioù a vo gweladennet gant ar penn-dudenn. Ma zo kaoz eus ur bed ijinet penn-da-benn eo anatoc’h c’hoazh e ranker sevel ur fichenn evit pep hini.
Evit hor bed deomp-ni e weler daou abeg pennañ evit sevel fichennoù a-raok kregiñ da stummañ an itrik :
- Pouezus eo bezañ sur eus ar pezh a soñjer diwar-benn ur vro. Enklaskoù a bep seurt a rankimp kas da benn a-raok kregiñ gant an istor (pe dibab lakaat ar vro-mañ-‘r vro en istor).
- An enklaskoù-se a c’hallfe degas mennozhioù nevez, pe munudoù prizius evit itrik hoc’h istor. Ar munudoù-se a vo aes o c’havout en-dro a-drugarez d’ar fichenn.
Evit broioù ijinet da vat :
- Sevel fichennoù bro a sikouro kalz evit kaout ur sell hollek war ho ped.
- En ur sevel ar fichennoù e c’hallo dont war wel en un doare splannoc’h an dizemglevioù etre ar broioù.
Pal ar fichennoù bro
Evel m’eo bet lâret e servijo ar fichennoù-se deoc’h evit sevel itrik ho levr : ne vever ket memes mod en un demokratelezh evit en un unveliezh da skouer (pe zoken eus an eil demokratelezh d’eben). Hag abegoù ar brezelioù a ya pelloc’h evit ar re roet evit kregiñ e-barzh da vat. Kemmesket eo un toullad abegoù bepred e gwirionez : an douaroniezh (daoust hag e vez kavet un energiezh prizius en ur vro muioc’h evit er re all ? Daoust ha ne vefe ket ar vro-se e-kreiz un hent kenwerzhel pouezus ?), an armerzh (ur vro ha ne zouj ket ouzh reolennoù ar c’hoari enporzhadurioù/ezporzhadurioù, da skouer), ar relijion, an Istor…
Pal ar fichennoù-mañ a zo neuze ober al liamm etre an holl draoù-se : ha pa vefe brezel (yen pe get, brizh pe get) n’o do ket an holl berzhidi ar memes abegoù nag ar memes palioù. Ur vro a c’hallfe kregiñ gant ur brezel evit abegoù armerzhel (tapout krog war ur wazhenn maen prizius) hag eben, ouzhpenn mirout ar mengleuzioù, adtapout ul lodenn eus o bro a oa bet kollet en un emgann daou gantved zo.
Mont donoc’h e kompren an endro geopolitikel eo pal ar fichennooù-mañ. A-drugarez dezhe e c’hallot sevel un itrik soutiloc’h ha luzietoc’h war un dro, hep koll al lenner.ez da vat !
Met ne gomzan ket eus brezelioù em romant !
Ne vern, e gwirionez. Ha pa vefe un istor karantez, ur strollad mignoned o vont da vakañsiñ en estrenvro, ret eo goût pelec’h emaint o vont. Beajiñ a zo un dra aes hag anat evidomp-ni, met n’eo ket gwir e pep lec’h. Diaes e vefe lenn, da skouer, e c’hall un dudenn european mont da bourmen disoursi e Bro-Sina da skouer. Ha gwelet a reer, hirie an deiz, n’eo ket ken aes-se mont da foetañ bro er Stadoù-Unanet.
Ar politikerezh, an endro geopolitikel, an douaroniezh… Gant an holl draoù-se e vez lakaet war wel al liamm etre ar pobloù, etre an dud, met ivez an hini etre Mab-den hag e lec’h-annez, hor zamm-papatez.
Ar fichenn
Gallout a rit pellgargañ ar fichenn e traoñ ar bajenn pe amañ.
- Ar vro
Da gentañ e ranker reiñ un anv dezhi, penaos e vez anvet an annezidi ha petra eo o yezh (pe an hini ofisiel ma vez komzet meur a hini er vro). Evit kaout ur sell ledan war ar vro e c’haller ivez menegiñ un nebeud traoù : anv ar gêr-benn, ar moneiz implijet, ar renad politikel (demokratelezh, monarkiezh…), ar relijion pennañ (pe ofisiel), ha daoust hag eo unvan ar vro pe rannvroioù a gaver enni, gant pobloù ha yezhoù disheñvel. Menegiñ an darempredoù etreze a c’haller ober ivez (ar fichenn-mañ a c’hall bezañ implijet evit kement pobl eus ar vro).
- Douaroniezh
Gorread : kaout ur mennozh eus ment ar vro e-keñver ar re all.
Torosennadur ha takadoù dour : daoust hag eo vro plat, pe gant menezioù ? Daoust hag aes eo kaout dour mat da evañ ?
Hin : deskrivit buan hag aes petra eo an hin e-kerzh ar mareoù disheñvel eus ar bloaz.
Broioù amezek : an harzhoù hag an darempredoù gant ar vro hag hec’h amezeien.
- Istor ar vro
Gwengel diazez : kontit penaos e voe krouet ar vro.
Istor nevez : gallout a rit menegiñ aze ar fedoù pouezusañ en Istor ar vro nevez a-walc’h (lakaomp war ar c’hantved diwezhañ).
- Buhez armerzhel ha sokial
Oberennoù kenwerzhel : petra eo an oberennoù pennañ, ar re a zegas madoù d’ar vro ?
Plas ar vro e-keñver hec’h amezeien : daoust hag eo ur vro a bouez war an endro geopolitikel pe get ?
Renkoù er gevredigezh : alies e vez renkoù disheñvel er gevredigezh, gallout a rit o menegiñ amañ, ha resisaat petra eo an darempredoù etreze (doujañs, fiziañs, disfiz, kounnar…).
- Politikerezh
Rener.ez ar vro : alies e vez un den e penn ar jeu, roit an anv hag ar statud (roue, prezidantez, Heñcher Meur…).
Aozadur ar gouarnamant : amañ e vo kaoz eus penaos e vez divizet an traoù er vro ha penaos e vez reoliet ar vuhez boutin.
Banniel ar vro : tresit ar banniel ha displegit anezhi. Alies e lâr un dra pouezus diwar-benn ar vro.
Ger-stur ar vro : ur frazenn, daou pe dri ger, un nebeud gerioù lakaet war wel evit ma vefe komprenet buan eus peseurt tud a vez o ren ar vro.
- Sevenadur
Buhez pemdeziek : notennit amañ ar pezh a zo heverk eus ar bobl. Gallout a ra bezañ ar boued, an doare da sevel tiez, an dilhad, al labourioù (marteze e liamm gant buhez armerzhel ar vro), an dudioù pe c’hoazh ar c’hoarioù…
Arzoù : daoust hag ez eus traoù dibar er vro-se ?
Lidoù : ar gouelioù a verk an amzer o vont hebiou, a-hed ar bloaz ha/pe a-hed ar vuhez.
Doareoù treuzkas : daoust ha n’eus nemet er familh e vez treuzkaset an holl draoù-se ? Pe er skol ivez ? Dre gomz ha/pe dre skrid ? Pe c’hoazh dre un teknologiezh ispisial ?
- Traoù all
Lakait amañ an holl vunudoù all a c’hallfe bezañ pouezus evit hoc’h istor.
- Kartenn
Tresañ kartenn ar vro a c’hall sikour kalz evit skrivañ… ha pa ne vefe ket a galite an dresadenn !
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)