Pa skriver un istor e c’haller kaout c’hoant da embann mennozhioù war ar memes tro. Aes eo lakaat un dudenn da zibunañ gerioù a c’hallfe bezañ hor re, met penaos ober pa lakaer un dudenn da gomz a ya a-enep d’hor mennozhioù, ar re zo diazez hor fersonelezh, ar re a laka ac’hanomp da skrijal gant ar gounnar pa glever anezhe ? Ha penaos en ober hep mont re bell ganti ha reiñ da lenn nemet klichedoù ?
N’eo ket un dra aes skrivañ traoù a ya a-enep-krenn d’ar pezh a ra hon anien. Penaos komz diwar-benn ar faskouriezh hep deskrivañ ar faskourien, diwar-benn an digreizennañ hep deskrivañ ar jakobined ?
Heñvel a-walc’h e vo ar bleustradenn-mañ ouzh homañ all ma ranked labourat war an dudenn zrouk, enebour an haroz, pe – evel ma vez graet a-wechoù – tu teñval an haroz. Gallout a rit kemer harp ouzh an alioù roet er boelladenn-se evit an hini a ginnigomp deoc’h.
Mont a-enep din ma-unan : perak ?
Pa skriver un istor, un danevell pe ur romant a vefe, e ranker tizhout un tamm donder, un tamm fetister. Divlaz e vefe ur skrid m’eo heñvel soñjoù an holl dudennoù. Dreist-holl pa glasker degas un tamm tennder.
Tudennoù lies ha liesseurt eo ar pezh a ra dibarded ho skrid. Al liesseurted-se a zo meur a stumm dezhañ. An neuz da gentañ penn, evel-just. Lakait paotred, merc’hed, gwenn pe zu o c’hroc’hen, a orin eus a bep seurt bro hag all. O neuz a zegaso deoc’h istorioù disheñvel : ne vever ket ar memes darvoudoù, ne vever ket anezhe er memes mod, ha ne laoskont ket ar memes roudoù ennomp, hervez ma vezer paotr pe plac’h, gwenn pe du, hag all…
An disheñvelderioù-se a gaso ur reizhiad talvoudoù disheñvel da bep hini. Ar reizhadoù-se eo a frammo o soñjoù diwar-benn ar bed, ar vuhez, an darempredoù. Anat eo koulskoude ne c’hall ket an tudennoù bezañ enebet da vat war bep tra kennebeut. Gris eo ar bed, ha n’eo ket manikeek.
Un nebeud alioù
N’eo ket anat skrivañ ha strewiñ mennozhioù a ya a-enep d’hor re. Evit en ober e c’haller heuliañ un nebeud alioù.
Sellet ha selaou tro-dro deomp
Ret eo sellet, selaou ha dielfennañ ar bed hag an dud tro-dro deomp. Ha n’eus ket ezhomm mont gwall bell ! Grit un tamm ehan war leurenn un davarn ha selaouit an dud o komz, selaouit ha sellit (betek penn) atersadennoù tud vrudet a glotfe gant ho tudenn… pe chomit hep troc’hañ kaoz hoc’h eontr tuzum evit ur wech !
Lenn
N’eus ket da dortal. Lenn, ya, an doare gwellañ da dapout skiant-prenet war an dachenn-se eo. C’hoant ho peus gouzout peseurt anken e c’hall bezañ hini un den o krapat an Himalaya ? Furoc’h lenn ur buhezskrid evit mont da glask pignat d’ho tro !
Pleustriñ hoc’h empatiezh
N’eo ket gwall aes d’ober. Koulskoude eo pouezus-kenañ evit ar pezh a glaskomp tizhout er boelladenn-mañ : kompren an hini all, chom hep e varn evit gallout e skrivañ gant lealded. Rak n’eo ket ur redi lakaat an dudenn na soñj ket eveldoc’h da « hini drouk » hoc’h istor. Gallout a ra bezañ ho haroz.ez ! Evit en ober ez eus pleustradennoù bihan hag aes d’ober a gaver war ar rouedad. An hini aesañ d’ober, marteze, a zo klask ijinañ buhez hoc’h amezeg er metro, pe hini ar c’houblad o tebriñ un tamm pelloc’h evit ho taol.
Ar boelladenn
Skrivit ur pennadig-kaoz etre daou zen mennozhioù disheñvel gante. Ne vern an danvez (politikerezh, relijion, prederouriezh, diwar-benn Facebook, pe an doare gwellañ da fardañ un deuzadenn chokolad zoken). Ret eo dibab un danvez m’ho peus-c’hwi letennoù, mennozhioù resis. Daou bal disheñvel a vo da dizhout :
En diviz kentañ e vo ret d’an dudenn na soñj ket eveldoc’h kaout an tu kreñv er fin (gounezet e vo an dudenn all).
En eil diviz e vo rampo. An eil tudenn hag eben a ranko lakaat ho mennozhioù da fiñval un disterig.
Berr e c’hall bezañ ar boelladenn-mañ. Klaskit tizhout ar palioù ar buanañ ar gwellañ, kavout arguzennoù efedusañ an dudenn na soñj ket eveldoc’h.
Heuliit an alioù hon eus meneget a-us ha klaskit en-dro. En ho tanevelloù pe romantoù e vo donoc’h, fetisoc’h ho tudennoù ma teuit a-benn da gompren o savboent !
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)