adlenn ha reizhañ

Pal Al Liamm a zo embann ar muiañ ar gwellañ eus ar skridoù bet resevet, gant ma n’int ket enep-lezenn (ne vo ket degemeret, da skouer, skridoù o veuliñ ar gouennelouriezh) pe c’hoazh ma n’eont ket en tu-hont da zreistmennozhioù douget gant ar gevredigezh (an doujañs, ar c’hengred en o zouez).

Goulenn a reomp e vefe kaset ar skridoù deomp, a vefe evit ar gelaouenn pe an embann, dindan stumm Word (doc pe docx) pe stumm LibreOffice (odt). Evit ar pezh a sell ouzh an embann eo aes deomp kaout ur c’hinnig bihan (war-dro 10 linenn) a ya a-gevret gant ar skrid, evit ma c’hallfemp dibab piv a vo gouest da lenn al levr-mañ ‘l levr hervez ar pezh a vez lennet gantañ pe ganti da gustum hag ar pezh a blij dezhañ pe dezhi.

Pa resev skipailh Al Liamm ul levr nevez-skrivet e vez lennet gant meur a zen eus ar skipailh. Al labour kentañ-mañ a c’hall bezañ hir, pa ouezer ez eus nebeut a lennerien evit ur bern skridoù (kelaouenn hag embann).

Alioù a ro pep hini, reizhadennoù a vez kinniget e-keñver reizhskrivadur, yezhadur, stil pe c’hoazh war an istor e-unan. Ur wech strollet an holl evezhiadennoù-se e vezont kaset d’an aozer.ez, dezhañ pe dezhi da adlabourat e/he skrid a-raok kas en-dro d’ar skipailh, ma vez laouen o kenderc’hel ha kemer e kont kinnigoù ar skipailh. Ur gwir c’henlabour eo evit tizhout ul levr gwelaet er fin.

C’hoazh e vo eskemmoù etre al lennerien.ezed hag ar skrivagner.ez betek ma vefe embannet al levr.

M’en deus dibabet skipailh Al Liamm ober gant ar brezhoneg standard n’eo ket evit kelo-se ne vo ket degemeret arlivioù ur c’horn-bro. Alies e vez e levrioù Al Liamm ur c’heriaoueg, troiennoù Leon, Treger, Kerne ha Gwened. Dre vras ez eo ar peurunvan a vez desket e Diwan, er skolioù divyezhek, er stummadurioù evit an dud gour pe er c’hentelioù noz. M’hon eus dibabet ober gantañ ivez (pe kendalc’het d’ober gantañ) ez eo ar pal kentañ bezañ digor d’ar brasañ niver. An diforc’h a reer, evel-just, etre an danevelliñ hag ar bomoù komzet, ma kaver enne doareoù kalz lec’heloc’h, hervez dibab an aozer.ez hag an alioù bet roet dezhañ/dezhi.

E-kerzh an eskemmoù kentañ-mañ e vo dibabet e peseurt rann e vo embannet al levr. Setu amañ roll an dastumadoù a vez gant Al Liamm : 

  • Hollek: ennañ e kaver an darn vrasañ eus al levrioù (romantoù, romantoù polis, skiant-faltazi, barzhonegoù, studiadennoù…)

  • ∞: ennañ e kaver romantoù berr. Ur seurt levr godell eo, bihan e vent. N’eus ket anv amañ da lâret ez eus “romantoù dister” anezhe. Romantoù a vez lennet buanoc'h abalamour d'e vent hag a c’haller kas aes ganimp en tren, er c’harr-boutin pe c’hoazh war an draezhenn…

  • Levrioù da selaou : ennañ e kaver levrioù a bep seurt (koñchennoù, c’hoariva, danevelloù…) asambles gant ur bladenn (e stumm mp3). Merzet hon eus e oa “mastaret” ar pladennoù koshañ gant ar plastik a oa sañset gwareziñ anezhe. Gallout a reer pellgargañ digoust ar pladennoù-se war lec’hienn Al Liamm.

  • ZH: an dastumad nevesañ eo, gouestlet d’al levrioù evit krennarded ha tud gour yaouank. Gallout a reer kavout anezhe e ment levrioù ∞, pe e ment ar romantoù boutin, hervez an niver a bajennoù. C’hoant hon eus bet da vont war an dachenn nevez-se abalamour ma ‘z eus muioc’h-mui a skrivagnerien dedennet gant al lennerien yaouank. Pouezus eo ivez liesaat ar c’hinnig evit ar skolajidi hag al liseidi. Soñjal a ra dimp e vefe muioc’h a levrioù evite ma vefe muioc’h a diez-embann o kinnig levrioù da blijout dezhe.

 

Ur wech echu gant an hir a labour-mañ, ha tizhet un emglev, e vo roet d’ar skrivagner.ez ur gevrat da sinañ. Ouzhpenn reiñ e/he asant da vezañ embannet gant Al Liamm e servijo evit an embanner da c'houlenn yalc’hadoù gant ar Rannvro evit ar moullañ.

Goude-se e vo kaset ar skrid d’hon implijad evit ma vefe stummet al levr, ar pezh a vo danvez ur pennad all.

Tagoù

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.