Kinnig a reomp deoc'h pleustriñ war ar skrivañ, hoc'h-unan er gêr: deskrivañ, divizoù... An holl boelladennoù kinniget war ar blog-mañ a c'hall bezañ war ur bajennad d'ar muiañ.

An hini Drouk

En istorioù e kaver alies an enebiezh Mad/Droug, Drouk/Jentil. Un dudenn zrouk a zo ouzhpenn an hini a ra droug d’an dud, evel-just. Pa ne vez ket an hini drouk ar benndudenn e vezer techet da lakaat (betek re ?) an evezh war an haroz.ez ha diskouez pegen dellezek eo eus ar statud-se. Met petra ‘vefe an haroz.ez hep an hini drouk ? Ken pouezus all eo, neuze, kemer un tamm amzer evit krouiñ un dudenn glok, unan drouk... dellezek d’ho haroz.ez !
S'abonner à Poelladennoù