Skrivañ un diviz

Pouezus-kenañ eo an divizoù en un istor. Reiñ a ra lusk d’an danevell ha buhez d’an tudennoù. Met un diviz savet buan-ha-buan a c’hall kaout un efed kontrol.

Setu da-heul un nebeud alioù evit skrivañ divizoù efedus : 

  1. Ar filmoù, stiradoù, pe c’hoazh ar c’hoariva hag istorioù faltazi radio a zo diazezet war an divizoù. Na chomit ket etre daou ha selaouit mat anezhe!

  2. Implijit ar yezh komzet! Ne skriver ket alies an danevelliñ evel ma komzer. An diforc’h yezh etre an danevelliñ hag ar bommoù komzet a ro lusk d’al lenn. Met n’haller ket mont betek “bizskrivañ” un diviz: an holl dechoù hon eus dre gomz (“eee… “, “gwel’ a rez”…) a vefe diaes-tre da lenn! Ret eo tostaat ar muiañ posupl eus ar yezh komzet hep mont re bell ganti. E brezhoneg e c’hallfer skrivañ frazennoù a-bezh gant nebeut a silabennoù : « Goût ‘rez ‘blam da b’ra eo fulor’t ’r p’otr-‘e ». Arabat e vefe ret d’al lenner klask ar gerioù: « Goût ‘rez ‘blam da b’ra eo fuloret ar paotr-se » a zo tost a-walc’h eus ar yezh komzet hep na vefe al lenn ur c’hoari "adkavit ar gerioù". Kustum e vezer dre gomz, met ket dre skrid.

  3. Pep hini en deus e zoare dezhañ da gomz. Ret eo deoc’h lakaat ho tudennoù da gomz en doare ma klot gante. Reiñ a raio muioc’h a "vuhez", a gred, a wirionez d’ho tudennoù. Arabat mont re bell ganti memes tra. Skuizhus e c’hall bezañ evit al lenner ma vez re a vunudoù a seurt-se.

  4. Ouzhpennit munudoù evit ma c’hallfe al lenner.ez empentiñ ar senenn. Da skouer : « emezi en ur barañ he selloù e reoù he chef. »

  5. N’oc’h ket rediet skrivañ an diviz a-bezh. Na grogit ket dre ret gant an demata ma ne zegas mann ebet. An diviz a rank lakaat an itrik da vont war-raok, ha n’eo ket ar c’hontrol.

  6. Na adlârit ket munudoù eus an istor bet lâret dija. M’eo bet prientet mat an diviz n’ho peus ket ezhomm ouzhpennañ munudoù a seurt-se. N’eo ket en diviz e vez displeget an arroud. An diviz a rank bezañ troet war-zu an dazont!

  7. N’implijit ket bepred ar memes verb: “emezi”, “a lâras”, “a respontas”, “a estlammas”. Liesaat ar verboù a roio nerzh ha lusk d’al lenn. Met arabat lakaat seurt verb bep taol. Da skouer : « -- Penaos ‘mañ kont ganit ? a c’houlennas. » N’eo ket ur redi lakaat ar verb "goulenn" e-unan goude ur pik goulennata.

  8. Diwallit mat d’ar poentadur! Ne vern peseurt stumm a blij deoc’h kinnig ho tivizoù (daouaskoù pe tiredoù), pouezus-kenañ eo ar poentadur evit kompren mat ar pezh a denn  d’an diviz hag ar pezh a zo ouzhpennet gant an daneveller.

 

Evit spisaat an traoù e kinnigomp deoc’h sevel un diviz gant un tamm legumaj bennak, evel ur bourenn pe ur penn-kaol ! Perak ‘ta? Evel-se e c’hallit c’hoari gant doareoù disheñvel da soñjal, da brederiañ, da gomz zoken!

Skrivit un nebeud linennoù evit reiñ un tamm arroud d’ho tiviz, ha krogit ‘barzh!

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.