Deskrivañ un dudenn

Deskrivañ un dudenn, hag e/he zemz-spered

N'haller ket ober hep deskrivañ pa skriver. Pouezus-kenañ eo evit kas al lenner ganeoc'h en ho ped!

Deskrivañ un dudenn, deskrivañ ul lec'h, ur gweledva. N'int ket traoù anat ha ret eo pleustriñ evit dont a-benn da lakaat al lenner da gompren pelec'h emañ an tudennoù da skouer hep dont da vezañ re bounner.

Setu ma kinnigomp deoc'h da zeskrivañ un den evit kregiñ, o kemer harp gant ar skeudenn amañ dindan. Ar boelladennoù-mañ a rank bezañ graet war ur bajennad d'ar muiañ.

https://skrivan.alliamm.bzh/user/pages/04.skeud/b192a37ff55a1f8f263037c85ceccecb.png

Un nebeud alioù:

    - Deskrivañ un den a zo kelaouiñ al lenner war piv eo an den-se. E neuz, evel-just, met ivez e rummad sokial da skouer.

    - A-drugarez d'an deskrivadur-se e c'hall al lenner kompren temz-spered an den, met gallout a ra ivez reiñ titouroù war demz-spered "an hini a wel".

    - Re a anvioù-gwan a zo pounner. Chomit war dresoù heverk an den. Ar munudoù a vo ar re a ziskoacho traoù ouzhpenn neuz an den.

    - Klaskit meskañ an "deskrivadur-korf" hag an "deskrivadur-spered".

Commentaires

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.