Stummañ levrioù

Goude bezañ adlennet, reizhet, gwellaet ar skrid e vez kaset anezhañ d’hon implijad. Dezhañ e vo da reiñ ar stumm a-raok ar moullañ. Ar braz eus al lodenn teknikel a vez meret gantañ. Implijet e vez ur meziant a-ratozh evit stummañ levrioù gantañ, hervez dibaboù graet gant an embanner.

Al lizhennerezh dibabet ganimp eo an hini gall. Da lâret eo e vez, da skouer, un esaouenn didroc’h a-raok ar pik-estlammañ, ar pik-goulennata, an daou bik pe ar pik-skej. Gant al lodenn-mañ e vez kroget al labour.

Buan goude e teu hini an adlenn (c’hoazh!). Lennet e vez an holl levrioù gantañ ha diskoachet e vez c’hoazh un nebeud vioù-koukoug, fazioù, frazennoù un tamm kamm hag all… Met ouzhpenn lenn a vez graet gantañ, evel-just. Gwiriañ ez eo stouet ar pezh a rank bezañ, kement ha gwiriañ n’eo ket stouet ar pezh ne rank ket bezañ. An daouaskoù, an tiredoù evit an divizoù. An holl draoù-se a heuilh reolennoù dibabet gant an embanner. 

E bal dezhañ a zo lakaat brav ar skrid, evit ma vefe plijus da zaoulagad al lenner. Merañ an etrelizherennoù, an etrelinennoù, evit chom hep kaout ar pezh a vez anvet “an emzivad”, ul linenn hec’h-unan e penn-kentañ ar bajenn.

Gantañ eo e vez kinniget ar fontoù evit an titloù, an istitloù hag all, hag e fin al lodenn-mañ e vez graet ur pdf. Ne vo ket labouret ken gant ar stumm doc pe odt.

Ar skrid stummet gantañ a vo kavet evezhiadennoù c’hoazh ennañ. Kaset e vez d’ar skipailh, kadarnaet a-wechoù war-eeun reizhadennoù zo da zegas (fazioù kemmadur, gerioù da unvaniñ…) met traoù all a rankimp goulenn gant an aozer.ez hag-eñ emañ a-du cheñch. D’ar mare-se e vez c’hoazh adlennet an destenn a-bezh gant al lennerien. En ur cheñch skor e vez lennet en un doare disheñvel ha kavout traoù e oamp tremenet hebiou gant ar stumm doc hep na vefe stummet ar skrid.

E-keit ma vez eskemmoù etre al lennerien hag ar skrivagner.ez e labour an implijad war ar golo. Ezhomm en deus kaout an niver resis a bajennoù evit gouzout ment troc’had ar golo (hervez tevder ar paper dibabet ivez). Evit pep rummad e vez goloioù disheñvel.

Ul labour hag un dibab zo bet graet gant skipailh Al Liamm evit ar goloioù. Palioù a gredomp bezañ tizhet gant ar goloioù kinniget gant al levrioù : 

  • Bezañ plijus d’ar gweled ;
  • Desachañ an evezh ;
  • Anavezout diouzhtu ez eo ul levr bet embannet gant Al Liamm ;
  • Gouzout buan peseurt doare levr eo.

Pa ne vez ket kinniget ur skeudenn gant an aozer.ez war-eeun e klaskomp unan. An darn vrasañ anezhe a zo skeudennoù dieub ha digoust (adlabouret gant hon implijad a-wechoù), met gallout a ra bezañ skeudennoù paeet pe c’hoazh savet a-ratozh evit al levr.

D’ar mare-se eo e vez skrivet an destenn evit ar golo 4. Gant an embanner e vez skrivet an destennig-se, met gallout a ra c’hoarvezout e vefe kinniget un destenn ziazez gant an aozer.ez.

Un dra all a vez kavet war golo ul levr : ar c’hod-bar gant e niverenn ISBN. Ar c’hod-se a servij evit bezañ aes da implijout evit an diazoù roadennoù. A-drugarez d’an ISBN e c’haller adkavout ul levr e pep lec’h (klaskit lakaat ISBN n’eus forzh peseurt levr en ho lusker enklask karetañ). Pep embannadur en deus e niverenn ISBN, a vez roet gant an AFNIL (Agence Francophone pour la Numérotation Internationale du Livre). Reolennoù strizh a zo evit bezañ sur ne vefe ket implijet div wech ar memes niverenn. Trizek sifr a vez kavet ennañ : 978-2-7368-0162-5.

  • 978 : a dalvez ez eo ul levr (kavet e vez ivez ar sifr 979 a-wechoù)
  • 2 : ar vro m’eo bet embannet al levr. 2 a zo evit Bro-Frañs.
  • 7368 : a zo kod an embanner. Amañ eo kod Al Liamm.
  • 0162: a zo niverenn al levr, pe kentoc’h an embannadur, kar un destenn a c’hall kaout meur a ISBN (pa vez adembannet, pe embannet en-dro gant un ti-embann all).
  • 5 : a zo an alc’hwez. Ur jedadenn luziet a-walc’h a vez graet evit kavout an alc’hwez : jediñ teir gwech sammad ar sifroù o renk par; jediñ sammad ar sifroù o renk dibar; sammañ disoc’h an div jedadenn-mañ; rannañ an disoc’h dre 10 ha kemer ar rest; ober 10 nemet ar rest; an disoc’h a zo an alc’hwez. Da skouer, evit 978-2-7368-0162

(7*3)+(2*3)+(3*3)+(8*3)+(1*3)+(2*3) = 69

9+8+7+6+0+6 = 36

69+36 = 105

105/10, chom a ra 5

10-5 = 5

Ur redi eo kaout an niverenn-mañ evit gallout bezañ en diazoù evel Electre pe Dilicom. A-drugarez da se e c’hallit goulenn n’eus forzh peseurt levr embannet gant Al Liamm (ha levrioù brezhonek all evel-just) en holl stalioù-levrioù e Breizh pe Bro-C’hall!

Mont ha dont a raio ar pdf etre al lennerien, an aozer.ez hag ar stummer a-raok bezañ kaset d’ar mouller. Ar pezh a zo ul labour all a vo displeget en ur pennad nevez.

Tagoù

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.