Un embanner a zo an hini a gemer e karg embannadur ul levr. Tri doare zo da embann levrioù:
- Emembann: an aozer eo a ra pep tra e-unan, eus ar skrivañ betek an embannadur. Ne dremen ket dre un ti-embann.
- War-goust an aozer: an embanner ne ra nemet war-dro al lodenn "teknikel". An aozer eo a gemer e karg koust ar moullañ hag ar brudañ (pe ul lodenn, hervez ar c’hontrad sinet gant an ti-embann). Chom a ra perc'henn da vat war e wirioù hag eñ eo a ziviz an niver a skouerennoù moullet.
- War-goust an embanner: ur wech resevet ar skrid e tibab an embanner hag-eñ eo prest da "gemer ar riskl da embann". Ober a ra war-dro al lodenn "teknikel" hag eñ eo a gemer e karg koust ar moullañ hag ar brudañ. Alies e teu da vezañ perc'henn war ul lodenn eus ar gwirioù, hervez ar c’hontrad sinet gant an ti-embann.
Al Liamm a zo ur gevredigezh dindan Lezenn 1901. Hor pal deomp-ni n'eo ket kaout gounid, estreget ar pezh hon eus ezhomm evit mont en-dro ar gevredigezh: paeañ goproù ha kargoù hon implijad, gallout astenn priz ar moullañ, paeañ standoù, ar brudañ hag an holl gargoù a denn d'an embann ha d'ar gelaouenn.
Embann a reomp war-goust an embanner. N'eo ket evit kement-se e kemeromp ar gwirioù evidomp: an aozer eo a chom perc'henn war an destenn ha ne eskemmomp nemet ar berc'henniezh war an embannadur. Perak 'ta? Da gentañ peogwir n'eo ket hor pal gounit arc'hant diwar labour an aozer met diwar hol labour deomp-ni hepken.
Petra a dalvez an dra-se? Da gentañ e talvez e c'hall an aozer ober ar pezh en deus c'hoant gant e skrid. M'en defe c'hoant da embann e destenn en ur stumm all (levrel, da selaou...) e c'hall en ober er mod m'en deus c'hoant, gant Al Liamm pe get. M'en defe c'hoant da lakaat e destenn da vezañ troet en ur yezh all, ne vo ket kemeret ul lodenn eus ar gwirioù-se gant an embanner. Ne vefe goulennet nemet e asant evit implijout an embannadur evit an droidigezh.
Siwazh deomp ne c'hallomp ket goprañ an aozerien evit ma c’hallfent bevañ eus ar skrivañ. Dre vras e vez gopret ar skrivagnerien etre 8 ha 10% (aliesoc'h 8%) eus priz PTM (pep taos er-maez) al levrioù gwerzhet. Ar pezh a vefe gwall zister pa n'embannomp ket kalz a skouerennoù. Abaoe 2024 eo bet divizet gant skipailh Al Liamm reiñ ur yalc’had dezhe evit ar frejoù enklask ha dafar. N’int ket gwirioù paeet.
Kresket hon eus un disterig priz al levrioù evit gallout en ober. 1€ ouzhpenn, rak war-dro 1€ dre skouerenn gwerzhet a vez gouestlet d’ar yalc’had evit ar skrivagner. Ne vez ket paeet pep tra gant al lennerien kennebeut! O c’houzout e werzhomp nebeut-tre a levrioù war-eeun (skignet eo levrioù Al Liamm gant Coop Breizh) e chom ul lodenn a vez paeet war-eeun gant an ti-embann.
N'eo ket kalz tra, en anzav a reomp. Met hor seizh gwellañ a reomp evit sikour ar c'hrouiñ en brezhoneg.
Evezhiadennoù
Petra eo an emembann ?
Christian Rogel (non vérifié) meurzh 09/04/2024 - 02:44
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)