Ur wech echu gant ar stummañ e vo poent soñjal er moullañ. Evit en ober e c’houlennomp yalc’hadoù gant Rannvro Breizh. Abalamour da se e vez kavet logo ar Rannvro war gement levr embannet gant Al Liamm.

Ar yalc’had-se a ya betek 50% eus priz PTM (HT) ar moullañ, pe 25% evit levrioù adembannet dindan 250 skouerenn. Evit kement-mañ e ranker embann war gont an embanner ha sinañ ur gevrat gant an aozer.ez, kaout un ISBN, labourat gant ur skigner (Coop Breizh evidomp), kas un dek pajenn bennak eus al levr d’ar Rannvro, engouestliñ e vez moullet al levr war baper PEFC, ha kinnig ur rakpriz. Ma vez ul levr a vefe graet gantañ er skolioù e ranker kadarnaat e vez implijet ar skritur peurunvan.

An holl draoù-se a rank bezañ kaset a-raok kregiñ da labourat gant ar mouller. Ur wech kaset ar goulenn yalc’had e c’haller kas ar peadra d’ar mouller.

Hirie an deiz e vez labouret gant PDFoù. Met war ar restr-se e ranker kavout meur a dra : 

  • Ar « foñs kollet » : ouzhpennet e vez 5mm a bep tu. E kenkaz ma fiñvfe un disterig ar follenn er mekanik e c’hallfer gwelet ul linenn wenn vihan war ar bord. Diwar-se e rank pep skeudenn bezañ un tamm brasoc’h evit ment ar bajenn. An dra-se a zo pouezus-kenañ evit ar golo dreist-holl.
  • Ar merkoù moullañ : linennoù troc’hañ (lec’h m’eo sañset ar bajenn da vezañ troc’het), merkoù ar frammadenn (a ziskouez al lec’h etre al linennoù troc’hañ hag ar foñs kollet).
  • Skeul al livioù : a-drugarez da se e ouio ar mouller hag-eñ omp e RVB (Rouge-Vert-Bleu) pe CMJN (Cyan-Magenta-Jaune-Noir). Dre vras e vez labouret e CMJN.

Ur wech kaset ar PDF-se d’ar mouller e ranker gortoz un tamm a-raok resev ar MDV (Mat da Voullañ – BAT, Bon À Tirer e galleg). Al levr tost echu eo a resever, met n’eo ket e-giz-se gant an holl voullerien. An darn vrasañ a gaso deoc’h ar follennoù A4 prest da vezañ troc’het. Gant hor mouller (Ouestelio evit ar pep brasañ eus hor raktresoù) e resevomp ar pajennoù troc’het kement hag ar golo. N’eo ket peget ar pajennoù avat.

Gallout a rit divinout ar pezh a vo graet c’hoazh hag adarre: adlenn! En ur cheñch danvez (ar paper ar wech-mañ ha n’eo ket ar skramm ken) eo disheñvel hor sell. Sioù, fazioù a vo diskoachet c’hoazh a-fet skritur, yezh, met a-fet stummañ ivez.

Reizhadennoù a bep seurt a vo degaset neuze ha kaset ar skrid en-dro d’ar mouller. Goude-se e resevomp ur BAT nevez met e stumm PDF ar wech-mañ, evit gwiriañ eo bet degemeret mat an holl cheñchamantoù.

Neuze e c’haller kadarnaat ar moullañ! Ur wech kadarnaet ar PDF diwezhañ e ranker gortoz etre 10 ha 15 devezh a-raok resev al levr en hor burev.

Met n'eo nemet penn-kentañ avantur al levr!

 

Tagoù

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.