Boulomig_Drouizig

Pa skriver ne vezer ket dre ret aketus a-walc’h war ar pezh a vez skignet gant ar skramm. Ha pa vefe adlennet aketusoc’h e chom alies fazioù pe fazioùigoù, ar pezh a anver « vioù-koukoug ». Lizherennoù eilpennet, ur ger ankouaet… pe kemmadurioù c’hoazh c’hwitet warne. An holl skrivagnerien.ezed a gavo seurt traoù en o zestenn ur wech lakaet ar pik diwezhañ!

Labour an adlenn a zo ul labour arabadus, dreist-holl pa vez kaoz eus adlenn e skrid e-unan! A-raok kregiñ ganti ha lakaat e aked war traoù pouezusoc’h evel dibab ar gerioù, an doare da sevel ar frazennoù, lusk an danevelliñ hag all, e c’haller implijout un difazier. Evit ar brezhoneg n’eus nemet hini ar gevredigezh An Drouizig. 

Pal ar gevredigezh-mañ a zo “kas war-raok ar brezhoneg war dachenn an niverel”. Labourat a reont war an difazier abaoe bloavezhioù, kement ha treiñ meziantoù zo (reoù frank dre vras, Firefox da skouer). 

Arabat soñjal e vo difazi ho skrid gant an difazier-mañ hag enoeüs e kavot al labour-se. Met talvoudus eo: n’eus ket tu da dremen hebiou traoùigoù droch evel lizherennoù eilpennet ha n’eus ket ezhomm adlenn pep tra evit reizhañ anezhe.

Evit an embanner eo kalz plijusoc’h resev ur skrid a zo bet “naetaet” gant an difazier. A-wechoù e c’hall hegaziñ al lenner kentañ ma vez re a vioù-koukoug ha ne c’hall ket e aked bezañ troet war ar peurrest.

Displeget e vo deoc’h amañ penaos staliañ an difazier-mañ ha penaos implijout anezhañ.

 

Evit Microsoft Office (Windows): 

Da gentañ e ranker pellgargañ an difazier:

https://www.drouizig.org/images/stories/difazier/win/pakadaou/androuizigdifazier_m45.exe

 

Ur wech pellgarget n’ho po nemet lañsañ anezhañ. DIWALLIT! Ma resevit ar c’hemenn amañ dindan e rankot klikañ war “Informations complémentaires » evit gallout kenderc’hel gant ar staliañ.

Windows a protégé votre ordinateur

 

Dindan Windows e rankit cheñch ar “yezh mont e-barzh”. Evit en ober: 

  1. Grit ur c’hlik dehoù war logo Windows er varenn draoñ ha dibabit “Paramètres”
  2. En tu kleiz, dibabit “Heure et langue »
  3. Klikit war « Ajouter une langue »
  4. Dibabit ar brezhoneg ha klikit war “Suivant” ha goude-se war “Installer” (n’och ket rediet da zibab “Définir comme ma langue d’affichage Windows » ha mirout Windows e galleg da skouer)

 

Ur wech graet an dra-se e c’hallit digeriñ Word ha digeriñ boest an “Options” ha “Paramètres liguistiques” (pe “Langues ») ha « Langues d’éditions » evit echuiñ. Gallout a rit ouzhpennañ ar brezhoneg (ha dizibab « Détecter automatiquement la langue » rak n’eo ket gouest Microsoft Office da anavezout ar brezhoneg).

Adal bremañ e ya en-dro an difazier, met rankout a rit kefluniañ mat anezhañ. Kit e-barzh menu « Démarrer » Windows ha digorit « Dibaboù an difazier brezhonek ». Setu amañ da-heul ar c’hefluniañ hon eus dibabet:

Dibaboù an difazier

 

Bremañ e c’hallit implijout an difazier-mañ gant Microsoft Office. Ne vo ket islinennet pep tra ken pa viot o skrivañ. Evit gwiriañ an destenn n’ho peus nemet mont er menu « Révision » ha « Grammaire et orthographe ».

 

Evit LibreOffice (Mac, Linux, Windows):

 

Gant LibreOffice e c’haller implijout daou veziant : Hunspell (difazier reizhskrivadurel) ha Language Tool (difazier yezhadurel).

An hini kentañ a gaver amañ: https://extensions.libreoffice.org/assets/downloads/z/difazier-an-drouizig-0-16.oxt

Hag an eil: https://extensions.libreoffice.org/assets/downloads/3710/1713168009/LanguageTool-6.4.oxt

DIWALLIT! Ret eo bezañ staliet Java evit implijout Language Tool. Kit amañ ha pellgargit an hini ho peus ezhomm: https://www.java.com/fr/download/manual.jsp

Staliit ar restr pellgarget ha bezit sur emañ LibreOffice kefluniet evit implijout Java : « Ostilhoù>Dibarzhioù” (options) hag heuliit ar skeudenn amañ dindan:

Kefluniañ

 

Digorit LibreOffice Writer ha kit e-barzh “Ostilhoù>Ardoer an askouezhioù” (extensions). Klikit war “Ouzhpennañ” ha dibabit ar pezh ho peus pellgarget a-raok (restroù .oxt). Asantit, ha mat eo!

Ne chom nemet da cheñch ar yezh : kit e-barzh “Mentrezh>Arouezennoù” (Format>Caractère) ha dibabit ar brezhoneg evel yezh. Ma n’eus sin ebet dirak ar yezh, adlañsit hoc’h urzhiataer evit ma vefe kemeret e kont an holl cheñchamantoù.

 

Gant se e c’hallot kaout skridoù propoc’h buan-tre. Hag evel-just lakaat muioc’h a evezh hag amzer war wellaat ho skrid kentoc’h eget reizhañ ar vioù-koukoug!

Deoc’h da c’hoût ez eus tu da staliañ ar meziant-se evit TextEdit war Mac, met ivez evit Firefox ha Thunderbird. Adkavit holl labour An Drouizig war: https://drouizig.org

 

 

 

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.