
Deskrivañ ul lec’h a c’hall bezañ ken pouezus ha deskrivañ un dudenn met alies n’eo ket an dra aesañ evit ar skrivagnerien. N’haller ket tremen hebiou koulskoude, kuit da gaout ar sindrom anvet “ar pezh gwenn” (white room): div dudenn o komz en ur pezh gwenn. En tu kontrol, deskrivañ re a c’hall bezañ ur fazi ivez. Neuze penaos ober ? Kinnig a reomp deoc’h pleustriñ oc’h heuliañ ar pleustradennoùigoù a gavot da-heul.
Da betra ‘servij deskrivañ ul lec’h ?
Da gentañ e servij da lec’hiañ ho senenn, evel-just. En ur gambr emaomp? Er gegin? En ur prad? E kreiz-kêr? War al loar? Ha pa ouife kement lenner pe lennerez petra eo ur c’hreiz-kêr pe ur gambr n’haller ket chom hep deskrivañ al lec’h tamm ebet. Rak a-drugarez d’an deskrivañ e vo roet un aergelc’h d’ho istor/senenn ha lakaet war wel al liammoù etre al lec’h hag an darvoudoù, al lec’h ha psikologiezh an tudennoù.
Met penaos en ober ?
Un nebeud alioù a c’hallomp reiñ deoc’h, o c’houzout e vo ret deoc’h kavout ho toare hoc’h-unan dre forzh pleustriñ. Rak lod tud zo en o aez ha plijout a ra dezhe deskrivañ kement munud eus ur pezh, forzh gerioù brav gante. Tud all avat a ranko strivañ evit kement deskrivadur. Ar gwellañ tra eo kaout soñj e ranker deskrivañ da nebeutañ ar pezh a zo pouezus evit an istor. N’eo ket deskrivañ evit deskrivañ: ha pa teufec’h a-benn da zeskrivañ dre ar munud endro un dudenn ne vo ket “gwelet” rik ar memes tra gant al lenner pe al lennerez. Hogen dre livañ munudoù resis e vo aozet un « efed gwirionez ».
#1 An trivliadoù
Deskrivañ ul lec’h a ranko treuzkas trivliadoù d’ho lenner.ez. Lakait an doare da zeskrivañ ul lec’h da glotañ gant ar pezh a c’hoarvez en istor. Gallout a rit lakaat da glotañ gant doareoù pe psikologiezh an dudenn. Soñj ho po eus ar boelladenn-mañ : ne vo ket memes sell gant an holl dudennoù war ar memes lec’h !
#2 Al lusk
Memes mod, lusk an deskrivañ a rank klotañ gant lusk hoc’h istor/senenn. Kemer div bajennad evit deskrivañ ur straedig treuzet gant an dudenn o redek war-lerc’h ar paotr en deus laeret he sac’h a droc’ho al lusk ha buan e vo hegazet al lenner. Pizhder hag hirder an deskrivañ a vo hervez an istor ha prantad an istor.
#3 Ar skiantoù
Evit deskrivañ ul lec’h gant ar c’hoant degas trivliadoù d’al lenner.ez e ranker tremen dre an holl skiantoù: ar gweled, evel-just, met ivez ar c’hleved, an touch hag ar c’hwesha. Diaesoc’h eo tremen dre an tañva evit ul lec’h… war-bouez er gontadenn “Hansel ha Gretel”!
#4 Ur c’heriaoueg a glot
Implijit ur c’heriaoueg a glot gant an trivliadoù ho peus c’hoant da dreuzkas. Ul lodenn eus an istor eo ar gerioù a zibabit! Gallout a rit implijout treuzskeudennoù ivez, sikour a raio evit plantañ al loadur.
#5 Reiñ a-dammoù
Gwelit an deskrivañ evel ur pakad madigoù! Roit an elfennoù, ar munudoù, betek ar bruzun diwezhañ tamm-ha-tamm, ha na roit ket ar pakad a-bezh da lonkañ! M’ho peus c’hoant da lakaat ho lenner.ez da santout an aerglec’h, arabat deoc’h chom war un deskrivañ “kelaouiñ”: War an tu dehoù e oa an daol-gont hag a-fas dezhi e wele taolioù strewet er sal, kadorioù tro-dro dezhe. Lârit, da skouer, e ranke hedañ an daol-gont koad pegus war he zu dehoù evit tizhout he mignonez azezet e-touez ar pratikoù flaerius all, strewet en davarn hag azezet ouzh taolioù ront kozh-Noe.
Pleustromp!
Kinnig a reomp deoc’h pleustriñ gant ar skeudennoù amañ dindan. Evit kement skeudenn e rankit deskrivañ al lec’h en un doare disheñvel :
- Ur prantad sioul : an dudenn a dremen aze en ur bourmen he c’halite, o prederiañ diwar-benn talvoudegezh ar vuhez.
- Ur prantad birvilh : ur vombezenn a zo war-nes tarzhañ; gouzout a ra an dudenn emañ en davarn pe er gêriadenn met ne oar ket pelec’h resis.
Evit ar bleustradenn-mañ, chomit war ar prantad ma vez dizoloet al lec’h gant an dudenn (ne vern pelec’h eo bet lakaet ar vombezenn). Pep skeudenn a c’hallit implijout en daou zegouezh: evel-se e c’hallot gwelet penaos deskrivañ ar memes lec’h e doareoù disheñvel!
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)