Kontañ gevier

Ha pa vefe diazezet hoc’h istor war fedoù gwir e rankit ijinañ ul lodenn vras anezhi. E-barzh kement romant, kement danevell, eo ar gwirheñvelded a lakao al lenner.ez da genderc’hel ha mont betek fin hoc’h istor. N’eo ket anat bepred koulskoude ! Meur a zoare a zo d’un istor bezañ gwirheñvel. Ma skrivit un istor a vez dalc’het er Grennamzer e rankit ober enklaskoù, anat. Met ne vo ket a-walc’h avat, rak ar pal n’eo ket skrivañ un dornlevr istorel evel-just. N’eus ket ezhomm ho skrid bezañ gwir 100% evit bezañ gwirheñvel. Evit kement-se e ranker gouzout… kontañ gevier !

Evit pleustriñ war se e kinnigomp deoc’h labourat war ho puhez deoc’h. Dibabit div eñvorenn wir eus ho puhez ha kontit anezhe gant munudoù, fromoù… ha skrivit un trede n’eo ket gwir tamm ebet !

N’he deus ket ezhomm bezañ hir pep testenn : 500 ger d’ar muiañ. Ne verno stil ho skrid evit ar boelladenn-mañ. Dibabit un eñvorenn, lakait an diaz : piv, petra, pelec’h, penaos… ouzhpennit goude ar munudoù heverkañ, pouezusañ evidoc’h. Pouezus eo lakaat munudoù subjektivel !

Kinnigit anezhe en urzh m’ho peus c’hoant, ha lakait un den da lenn evit diskoachañ pe hini ar gaou. Na zibabit ket un den a anavez mat-tre ac’hanoc’h evel-just. 

Pal ar boelladenn-mañ a zo ne vefe ket kavet pehini eo ar gaou. Ma c’hoarvezfe, goulennit gant an den dibabet petra en deus lakaet anezhañ pe anezhi da soñjal ne oa ket gwir. Sikour a raio ac’hanoc’h !

Kalon deoc’h !

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.