Fichenn ur vro

Pa vezer o prientiñ ur romant e c’haller merzhout e ranko an dudenn bennañ mont dre ar bed… ijinet pe get ! Gant se n’eo ket fall en em brientiñ, rak gallout a ra an istor bezañ hervez al lec’h… hag al lec’h hervez an istor ! 

Ar pennad-mañ a vo hini kentañ un heuliadenn evit prientiñ fichennoù lec’h. Komzet e vo amañ eus ar broioù.

 

Perak sevel fichennoù bro ?

 

Ha pa vefe kaoz eus ar bed gwirion n’haller ket gouzout pep tra diwar-benn ar broioù a vo gweladennet gant ar penn-dudenn. Ma zo kaoz eus ur bed ijinet penn-da-benn eo anatoc’h c’hoazh e ranker sevel ur fichenn evit pep hini. 

Evit hor bed deomp-ni e weler daou abeg pennañ evit sevel fichennoù a-raok kregiñ da stummañ an itrik :

  • Pouezus eo bezañ sur eus ar pezh a soñjer diwar-benn ur vro. Enklaskoù a bep seurt a rankimp kas da benn a-raok kregiñ gant an istor (pe dibab lakaat ar vro-mañ-‘r vro en istor).
  • An enklaskoù-se a c’hallfe degas mennozhioù nevez, pe munudoù prizius evit itrik hoc’h istor. Ar munudoù-se a vo aes o c’havout en-dro a-drugarez d’ar fichenn.

Evit broioù ijinet da vat :

  • Sevel fichennoù bro a sikouro kalz evit kaout ur sell hollek war ho ped.
  • En ur sevel ar fichennoù e c’hallo dont war wel en un doare splannoc’h an dizemglevioù etre ar broioù.

 

Pal ar fichennoù bro

 

Evel m’eo bet lâret e servijo ar fichennoù-se deoc’h evit sevel itrik ho levr : ne vever ket memes mod en un demokratelezh evit en un unveliezh da skouer (pe zoken eus an eil demokratelezh d’eben). Hag abegoù ar brezelioù a ya pelloc’h evit ar re roet evit kregiñ e-barzh da vat. Kemmesket eo un toullad abegoù bepred e gwirionez : an douaroniezh (daoust hag e vez kavet un energiezh prizius en ur vro muioc’h evit er re all ? Daoust ha ne vefe ket ar vro-se e-kreiz un hent kenwerzhel pouezus ?), an armerzh (ur vro ha ne zouj ket ouzh reolennoù ar c’hoari enporzhadurioù/ezporzhadurioù, da skouer), ar relijion, an Istor… 

Pal ar fichennoù-mañ a zo neuze ober al liamm etre an holl draoù-se : ha pa vefe brezel (yen pe get, brizh pe get) n’o do ket an holl berzhidi ar memes abegoù nag ar memes palioù. Ur vro a c’hallfe kregiñ gant ur brezel evit abegoù armerzhel (tapout krog war ur wazhenn maen prizius) hag eben, ouzhpenn mirout ar mengleuzioù, adtapout ul lodenn eus o bro a oa bet kollet en un emgann daou gantved zo.

Mont donoc’h e kompren an endro geopolitikel eo pal ar fichennooù-mañ. A-drugarez dezhe e c’hallot sevel un itrik soutiloc’h ha luzietoc’h war un dro, hep koll al lenner.ez da vat !

 

Met ne gomzan ket eus brezelioù em romant !

 

Ne vern, e gwirionez. Ha pa vefe un istor karantez, ur strollad mignoned o vont da vakañsiñ en estrenvro, ret eo goût pelec’h emaint o vont. Beajiñ a zo un dra aes hag anat evidomp-ni, met n’eo ket gwir e pep lec’h. Diaes e vefe lenn, da skouer, e c’hall un dudenn european mont da bourmen disoursi e Bro-Sina da skouer. Ha gwelet a reer, hirie an deiz, n’eo ket ken aes-se mont da foetañ bro er Stadoù-Unanet.

Ar politikerezh, an endro geopolitikel, an douaroniezh… Gant an holl draoù-se e vez lakaet war wel al liamm etre ar pobloù, etre an dud, met ivez an hini etre Mab-den hag e lec’h-annez, hor zamm-papatez.

 

Ar fichenn

 

Gallout a rit pellgargañ ar fichenn e traoñ ar bajenn pe amañ.

 

  1. Ar vro

Da gentañ e ranker reiñ un anv dezhi, penaos e vez anvet an annezidi ha petra eo o yezh (pe an hini ofisiel ma vez komzet meur a hini er vro). Evit kaout ur sell ledan war ar vro e c’haller ivez menegiñ un nebeud traoù : anv ar gêr-benn, ar moneiz implijet, ar renad politikel (demokratelezh, monarkiezh…), ar relijion pennañ (pe ofisiel), ha daoust hag eo unvan ar vro pe rannvroioù a gaver enni, gant pobloù ha yezhoù disheñvel. Menegiñ an darempredoù etreze a c’haller ober ivez (ar fichenn-mañ a c’hall bezañ implijet evit kement pobl eus ar vro).

  1. Douaroniezh

Gorread : kaout ur mennozh eus ment ar vro e-keñver ar re all.

Torosennadur ha takadoù dour : daoust hag eo vro plat, pe gant menezioù ? Daoust hag aes eo kaout dour mat da evañ ?

Hin : deskrivit buan hag aes petra eo an hin e-kerzh ar mareoù disheñvel eus ar bloaz.

Broioù amezek : an harzhoù hag an darempredoù gant ar vro hag hec’h amezeien.

  1. Istor ar vro

Gwengel diazez : kontit penaos e voe krouet ar vro.

Istor nevez : gallout a rit menegiñ aze ar fedoù pouezusañ en Istor ar vro nevez a-walc’h (lakaomp war ar c’hantved diwezhañ).

  1. Buhez armerzhel ha sokial

Oberennoù kenwerzhel : petra eo an oberennoù pennañ, ar re a zegas madoù d’ar vro ?

Plas ar vro e-keñver hec’h amezeien : daoust hag eo ur vro a bouez war an endro geopolitikel pe get ?

Renkoù er gevredigezh : alies e vez renkoù disheñvel er gevredigezh, gallout a rit o menegiñ amañ, ha resisaat petra eo an darempredoù etreze (doujañs, fiziañs, disfiz, kounnar…).

  1. Politikerezh

Rener.ez ar vro : alies e vez un den e penn ar jeu, roit an anv hag ar statud (roue, prezidantez, Heñcher Meur…).

Aozadur ar gouarnamant : amañ e vo kaoz eus penaos e vez divizet an traoù er vro ha penaos e vez reoliet ar vuhez boutin.

Banniel ar vro : tresit ar banniel ha displegit anezhi. Alies e lâr un dra pouezus diwar-benn ar vro.

Ger-stur ar vro : ur frazenn, daou pe dri ger, un nebeud gerioù lakaet war wel evit ma vefe komprenet buan eus peseurt tud a vez o ren ar vro.

  1. Sevenadur

Buhez pemdeziek : notennit amañ ar pezh a zo heverk eus ar bobl. Gallout a ra bezañ ar boued, an doare da sevel tiez, an dilhad, al labourioù (marteze e liamm gant buhez armerzhel ar vro), an dudioù pe c’hoazh ar c’hoarioù…

Arzoù : daoust hag ez eus traoù dibar er vro-se ?

Lidoù : ar gouelioù a verk an amzer o vont hebiou, a-hed ar bloaz ha/pe a-hed ar vuhez.

Doareoù treuzkas : daoust ha n’eus nemet er familh e vez treuzkaset an holl draoù-se ? Pe er skol ivez ? Dre gomz ha/pe dre skrid ? Pe c’hoazh dre un teknologiezh ispisial ?

  1. Traoù all

Lakait amañ an holl vunudoù all a c’hallfe bezañ pouezus evit hoc’h istor.

  1. Kartenn

Tresañ kartenn ar vro a c’hall sikour kalz evit skrivañ… ha pa ne vefe ket a galite an dresadenn !

 

Ouzhpennañ un evezhiadenn

(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)

HTML restreint

  • Balises HTML autorisées : <a href hreflang> <em> <strong> <cite> <blockquote cite> <code> <ul type> <ol start type> <li> <dl> <dt> <dd> <h2 id> <h3 id> <h4 id> <h5 id> <h6 id>
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
  • Les adresses de pages web et les adresses courriel se transforment en liens automatiquement.
Pezh-stag
Fichenn_Bro.pdf (58.63 Ko)