En holl istorioù, pe dost, e kavimp un dudenn zrouk a ranko an haroz.ez stourm outi. Evel-just e c’hall an traoù bezañ un tammig luzietoc’h (gallout a rafe an hini drouk bezañ penndudenn hoc’h istor). Pa grouer un dudenn zrouk e c’haller bezañ lakaet diaes : ar skrivagner.ez e-unan pe hec’h-unan n’eo ket drouk ! Peurliesañ…
Padal e ranko dougen kroc’hen an hini drouk evit ma c’hallfe al lenner.ez krediñ en istor. Ha n’eo ket ken anat-se bepred. Pouezus-tre eo labourat war an dudenn-se rak hi eo a lakao an haroz.ez da zispakañ e.he barrezgezhioù gwellañ d’al lenner.
Un nebeud reolennoù a c’haller heuliañ evit aesaat ar grouidigezh-se.
- An hini drouk n’eo ket un den drouk
Den na soñj dezhañ pe dezhi eo un den drouk. Ho tudenn kennebeut all. Ur poell dezhi hec’h-unan he deus an dudenn-se. Zoken an hini a blij dezhi jahinañ an dud ne soñjo ket eo un dra fall. Soñjit er boelladenn hor boa kinniget deoc’h war ar savpoent.
- Abegoù zo
M’he deus ho tudenn ur poell dezhi hec’h-unan, ne zeu ket evel-se. Un istor zo, a-raok an hini a gontit, en deus kaset anezhi war an hent-se. Daoust hag un darvoud resis bennak zo bet evit ma trofe he mennozhioù war an tu-se ? Darth Vader (Star Wars) ne vije ket bet anezhañ, marteze, ma n’en dije ket kejet gant Padmé, maget karantez eviti ha neuze bet aon koll anezhi. An traoma o vezañ amañ gweledigezh Anakin, pa rakwel he marv en ur c’henel o bugel.
Pe, er c’hontrol, maget eo bet gant un aergelc’h ma soñj an holl evel-se ? Vinz (er film La Haine) en dije kemeret un arm ma ne vije ket bet o vevañ en un endro ken feuls ?
Psikologiezh hag endro an dudenn a zo pouezus-tre.
- Ouzhpenn drouk
Drouk eo an dudenn, ya. Met gant tudennoù zo e c’hall diskouez tuioù teneroc’h, betek bezañ karantezus zoken. An daouelezh-se eo a lakao ho tudenn da vezañ un den drouk ha dedennus war un dro, kement hag un dudenn a c’haller krediñ enni.
- Liammoù start gant an haroz.ez
Alies e kaver liammoù start etre an hini drouk hag an haroz.ez : Luke Skywalker a zo mab Anakin, Harry Osborn zo bet lazhet e dad gant Spider-Man, hag un diougan a liamm Harry Potter gant Voldemort.
N’eo ket ar pouezusañ an doare m’int liammet. Ar pal eo e vefe bevet an traoù donoc’h, personeloc’h, gant an haroz.ez abalamour d’al liamm-se.
Ar boelladenn
Setu erru ar poent deoc’h pleustriñ war ho parregezh da veajiñ en tu teñval !
Dibabit un dudenn pe un den a gav deoc’h eo drouk. Gallout a ra bezañ n’eus forzh piv : paotr, plac’h, loen, ijinet, gwir… Met n’anavezit e.hec’h istor.
Displegit en un nebeud linennoù perak eo drouk (c’hoant he deus an dudenn da aloubiñ ur blanedenn, poblet gant tudennoù glas o c’hroc’hen, evit ober ar riñs war un energiezh da skouer, pe c’hoazh staliañ Urzh Nevez ar Bed ha lazhañ an holl dud na glotont ket gant e vennozh eus ar parfeted pe n’o deus ket ur relijion dereat evitañ… pe c’hoazh teurel e grabanoù war ur vro dre an nerzh peogwir ne oa ket bet roet priz Nobel ar peoc’h dezhañ).
Goude-se, klaskit displegañ buan-ha-buan an darvoudoù o deus kaset an dudenn betek ar poent-se (un traoma bennak ? un endro feuls pe ouennelour ?).
Echuit ho pajenn en ur grouiñ an haroz.ez a vo an enebour.ez : peseurt liamm a zo etreze ha perak eo savet an enebiezh-se.
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)