
Diaes eo reiñ un ali d’an dud war an doare da brientiñ ur romant a-raok kregiñ gant ar skrivañ, rak pep hini zo disheñvel. Hag anat eo ne vez ket prientet memes mod ur romant faltazi, ur romant istorel, pe ur romant polis. Diwar-benn steuñv ar romant e c’haller klevet ha lenn alioù disheñvel-mik an eil re ouzh ar re all. Daoust hag-eñ e ranker sevel ur steuñv ar resisañ posupl, pe leuskel an ijin da heñchañ ar skrivañ?
Spletoù ar steuñv
A-drugarez d’ur steuñv savet mat e c’hallit gwelet sklaeroc’h pal ha framm ar romant, sikour a ra da lakaat urzh er mennozhioù, ha da vont hebiou d’an digempoelloù.
Sklaer an traoù: gallout a reer skrivañ hep ankouaat ar pezh a c’hoarvezo goude ha penaos e rank echuiñ ar romant. Splet gwellañ ar steuñv eo hemañ marteze, rak gallout a reer skrivañ ar munudoù diouzhtu, ha kaout un disoc’h eus ar re wellañ evit an “taol kentañ”.
Urzhiañ: gallout a reer kregiñ un devezh skrivañ hep kemer amzer da brederiañ war “petra a gontin hirie?”.
Ur sell hollek: a-raok kregiñ da skrivañ linenn gentañ ar romant e c’haller gwelet diouzhtu perzhioù gwan ar romant ha prederiañ warne evit kaout un istor solut ha poellek.
Displetoù ar steuñv
Daoust d’ar perzhioù mat-se e c’hall ur steuñv bezañ gwelet evel un harz d’an ijin. Kement ho peus labouret war ar steuñv ken e teu ar santimant deoc’h bezañ bet skrivet ar romant dija.
Strizhder: dibleg e c’hall bezañ ur steuñv, ne laosk plas ebet da vennozhioù nevez a rafe ur bazenn e-maez ar framm.
Enep-ijin: tud zo a c’hall chom boud goude bezañ savet ar steuñv, a vefe evel un dra a danfoeltr o ijin.
Skuizhder: labourat war ur steuñv a c’hall bezañ skuizhus ha lod a c’hall bezañ poazh gant o romant a-raok bezañ kroget gant ar skrivañ.
Hon ali
Nemet e vefec’h ken boas da skrivañ, ken m’ho pefe kavet ho toare d’ober ha pleustret anezhañ betek gallout kaout “pep tra ho penn”, n’haller ket kregiñ da skrivañ (da vat) hep ur steuñv. Pe ral a wech. Ar pech brasañ a vefe skrivañ re vuan, chom war ar pezh a c’hoarvez gant aon ankouaat ar mennozhioù. An disoc’h a c’hallfe bezañ ur romant “plat”, e-lec’h ma n’eo ket bet labouret a-walc’h prederiadennoù ha trivliadoù an tudennoù, ur romant “diglok” en ur mod, peogwir ho pefe lakaet ar brasañ eus hoc’h evezh war ul lodenn eus ar romant nemetken.
Gallout a rit kavout ho toare d’ober hag en em c’houlenn neuze: peseurt skrivagner a zo ac’hanon? Daoust hag ezhomm ‘m eus ur steuñv sklaer a heñcho ac’hanon betek fin ar romant? Pe er c’hontrol, gwelloc’h eo din leuskel ma ijin da labourat, gant ar spi ne raio ket harz-labour a-raok ar fin?
Alies e klever skrivagnerien o lâret e oa bet « foeltret o steuñv gant un dudenn ». Gallout a ra c’hoarvezout (kaer ho po krediñ, n’oc’h ket un doue evite!), hag abalamour da se e rank ar steuñv bezañ soupl a-walc’h, dreist-holl m’eo ar wech kentañ deoc’h skrivañ ur romant ha n’ho pefe ket pleustret a-walc’h ho toare da labourat. Ehanoù a c’haller ober etre ar prantadoù skrivañ evit adlabourat ar steuñv, pa zegouezh mennozhioù nevez n’ho poa ket soñjet enne a-raok. N’eo ket peogwir ho poa divizet kontañ hoc’h istor en ur mod m’eo ar mod gwellañ d’en ober: gwelloc’h kaout ur steuñv evit kaout un hent, met arabat nac’hañ hentoù all ne vefent ket ken eeun hag ar pezh ho poa raksoñjet. Alies eo an hentoù-se ar re vravañ…
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)