Gallout a reer gwelet ur romant evel un heuliad senennoù, evel ur film pe ur pezh-c’hoari. Daou zoare senenn a vo neuze: ar senennoù “ragoberiant” hag ar senennoù “ersav”. E berr gomzoù ez eo ar senennoù “ragoberiant” ar re a laka an ober da vont war-raok, hag ar senennoù “ersav” a zo prantadoù diskuizhañ.
Ar senennoù ragoberiant:
Rankout a reer kavout enne: ur pal (sklaer ha diaes a-walc’h evit degas tennder d’ar romant); ur stourm (ma klask an haroz.ez tizhout ar pal, hag an enebour.ez a glask mirout outañ/outi dont a-benn); hag ur fin. Alies mat ec’h echuo ar senenn-mañ gant ur c’hwitadenn (evit lakaat an haroz.ez da adwelet h.e strategiezh).
Ar fromoù degaset amañ a rank bezañ kreñv a-walc’h, hervez diaester ar pal da dizhout.
Evel-just e c’hall an haroz.ez gounit gwech an amzer! Met evit mirout tennder an danevelliñ ne vo ket klok an trec’h bepred.
Er senennoù-se ne vo ket displeget an traoù. Rankout a reer chom war ar pezh a c’hoarvez.
Setu un nebeud skouerioù eus ar pezh a c’hall bezañ ur senenn ragoberiant:
- Un emgann gounezet met mignon brasañ an haroz.ez a zo marvet;
- Ur paotr yaouank a gav roudoù e dad n’en doa ket anavezet a-raok, met hemañ diwezhañ a nac’h klevet komz eus e “fazi yaouankiz”...
Ar senennoù ersav:
Ur prantad diskuizhañ int. Goude ur senenn ragoberiant e ranko an haroz.ez ober ur seurt bilañs. Kavout a reer enne: fromoù an haroz.ez (pe harozed, tudennoù) a ziskouez mat penaos int bet tizhet gant ar pezh a zo c’hoarvezet a-raok; an daelenn (goude ar pezh a zo c’hoarvezet e welo an haroz.ez petra a c’hall ober evit mont war-raok); hag un diviz (etre an holl zibaboù meneget en daelenn).
Al lodenn ziwezhañ-mañ a gaso d’ar senenn ragoberiant da-heul.
Ar fromoù, an dibaboù-se a ranko bezañ e liamm gant personelezh an haroz.ez evel-just (gwelet fichenn an dudenn). An dibab a c’hall bezañ kemeret a-stroll, pe sikouret gant un dudenn all.
Ar fichenn
Ar fichenn kinniget amañ a servijo deoc’h evit un heuliad senenn ragoberiant/ersav.
Gallout a rit pellgargañ ar restr Pdf e traoñ ar bajenn pe amañ.
Lodenn 1:
- Gallout a rit skrivañ un diverrañ eus ar pezh a c’hoarvezo
- Peseurt tudennoù a vo heuliet er senenn
- Pelec’h emaint
- Pegoulz e vez dalc’het ar senenn
- Ar savboent : daoust hag e vo skrivet gant savboent an haroz.ez pe un den diavaez ?
Lodenn 2 :
- Ar pal da dizhout
- Ar bec’h war greskiñ : penaos e vo lakaet diaesoc’h an traoù gant an enebour.ez
- Santimantoù an tudennoù : penaos e vint tizhet gant ar pezh a c’hoarvez
- Prientiñ : penaos ec’h erruo an danevelliñ betek ar senenn
Lodenn 3 :
- Arouezioù : traoù er senenn a roio un aergelc’h ouzhpenn (da skouer : glav a ra p’emañ an haroz.ez o ouelañ… ma plij deoc’h ar c’hlichedoù !)
- Diskoulm : peseurt dibab a vo graet gant an haroz.ez
- Cheñchamantoù : petra he deus degaset ar senenn en istor ?
Lodenn 4 :
- Munudoù : amañ e c’hallit ouzhpennañ an holl vunudoù all a vo pouezus evidoc’h ha/pe evit heuliad an istor (ar munudoù en ur senenn a c’hallo dont da vezañ pouezus-kenañ hag en em gavout el lodenn « Prientiñ » evit ur senenn all !)
- Steuñv : evit ar re a blij dezhe tresañ… an tudennoù, pe c’hoazh steuñv al lec’h m’eo dalc’het ar senenn (ur gambr, un ti, ur straed…)
Ouzhpennañ un evezhiadenn
(Bezit seven hag hegarat. Goulenn a reomp ganeoc'h bezañ doujus ouzh ar re a skriv ar pennadoù, kement hag ouzh ar re a embann evezhiadennoù. Ne vo ket aotreet evezhiadennoù tagus pe gasonius, nag al lavaroù gwennelour pe c'hoazh an harellerezh. Trugarez da chom hep brudañ produioù amañ. Brudañ darvoudoù e liamm gant ar brezhoneg a c'haller ober avat. Merourien ar blog-mañ a c'hallfe kemer an diviz tennañ un evezhiadenn ma ne vefe ket doujet ouzh ar reolennoù anat-mañ.)